Sae

Eus Wikipedia
Louise de Broglie,
Comtesse d'Haussonville
Ingres (1845)
Livet pizh eo sae ar gontez.
Sae du hir.

Ur sae zo ur pezh dilhad gwisket gant ar merc'hed, hag a dap eus an divskoaz betek an daouufern, pe izeloc'h, pa vez hir, ha betek an daoulin, pe uheloc'h, pa vez berroc'h.

A-wechoù koulskoude e vez saeoù ha ne dapont ket adalek an divgazel. Evit diskouez ar bruched int graet.

Ar milginoù a c'hall bout hir pe verr, met gallout a ra ur sae bout divilgin ivez. Lod saeoù a zo digor a-walc'h war ar c'hrubuilh evit damziskouez an divvronn ; lod all c'hoazh zo digor war ar c'hostez evit diskouez an divhar.

Bravoc'h e kaver ar saeoù eget ar brozhioù peurvuiañ. Liesliv e vezont aliesoc'h, ha stummoù a bep seurt a vez dezho. C'heuc'hoc'h int ivez : pa'z eer d'un eured pe d'ur fest a bouez pe divoas e vo gwisket saeoù kentoc'h eget brozhioù.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Saeoù kaer a blij d'ar binvidien gwiskañ, ha diskouez o finvidigezh ganto. Gwechall e veze gwriet perlez ha bravigoù war ar saeoù kaerañ, broderezh ha dantelezh outo, hag a-wechoù neud arc'hant pe aour.

Saeoù kaer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]