Mont d’an endalc’had

Glin

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Daoulin)
S. D. G.[1] ur glin
Heñveldra, blivet

Ar glin eo an div genvell a liamm eskern ar vorzhed ouzh re ar c'har : an eil etre askorn ar vorzhed hag ar skin, eben etre askorn ar vorzhed hag ar padelleg, an askorn balirek a anver penn-glin ivez. Brasañ kenvell korf an den eo ar glin.

Aesaet eo fiñvoù ar c'har gant ar glin, dre ma pleg d'he c'has war-dreñv betek kil ar vorzhed ; ne c'hall ket ar glin kas ar c'har war-raok ker pell avat, un nebeud kantimetroù hepken. Gouest eo ar glin da dreiñ un tammig, muioc'h war tu-dastum an troad (war-du ar gaol) eget war e du-skarzh (war-du an diavaez).

Brastresadenn ur glin

  1. Kigenn befarfennek
  2. Askorn morzhed
  3. Migorn kenvell
  4. Skodenn-gostez
  5. Stagell groaziet diadreñv
  6. Stagell groaziet diaraok
  7. Stagell gengostez ar spilhenn
  8. Spilhenn
  9. Stiren ar gigenn bevarfennek
  10. Padelleg
  11. Stagell gengostezel ar skin
  12. Kreskenn genvellañ
  13. Stirenn ar padelleg
  14. Skin

Daoulinañ, pe c'hoazh penndaoulinañ a ra an den pa laka e bennoù-glin war al leur kentoc'h eget chom war-sav war e zaoudroad, pe azezañ. Bez' e c'hall glinañ ivez, da lavaret eo lakaat ur penn-glin hepken war al leur.

En diavaez d'ar redi evit labour pe labour e vez an daoulinañ un arouez a sujidigezh : e lod relijionoù e taouliner evit pediñ un doue.

E lod skolioù e veze ar c'hiz lakaat ar vugale da zaoulinañ pa vezent lakaet e pinijenn. Darn a veze lakaet da zaoulinañ war ur reolenn a-benn m'o devije poan d'o fennoù-glin.

  1. Skeudenn dre zasson gwarellel.
  2. Martial Ménard (2012), Dictionnaire français-breton, Palantines ISBN 978-2-35678-069-0


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger glin er
wikeriadur, ar geriadur frank.