Fraezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Fraezh plac'h
Fraezh paotr
Ar fraezh (sfinkter diabarzh ha diavaez) hag ar rektom.

Ar fraezh (pe fraez) eo an anv a vez roet d'an toull-revr, a zo etre an divfeskenn, e penn ar vouzellenn-dev. Etre an divfeskenn emañ, e-barzh ar ridell, e penn ar rektom. Serret eo dre nerzh kigennoù, stumm ur walenn dezhe: alese e teu ar ger latin anus, a dalv kement ha gwalenn. Dre aze eo e vez kaset ar fank er-maez eus korf an dud hag al loened peurvuiañ, pe e vijent munud evel amprevaned pe e vijent bras evel olifanted.

Un nor da vont er c'horf[kemmañ]

Implijet e vez ar fraezh e medisinerezh:

Plijadur ar reizh[kemmañ]

Tud zo a implij ar fraezh evit kavout o flijadur reizhel,

  • darn dre flourañ ar fraezh end-eeun
  • darn dre lakaat traoù a bep seurt e-barzh.

Evit gouzout hiroc'h sellit ouzh ar pennadoù a denn d'ar reizh.

Yec'hed[kemmañ]

Naetadurezh a zo ret evit ar yec'hed. Gwalc'hiñ gant soavon dous ha dour eta. Pa reer gant soavon rust, pe gant doareoù garv, e c'haller tanailhañ pe drailhañ ar c'hroc'hen tener en-dro d'ar fraezh, ha neuze kaout debron pe boan.

Debron o devez ar vugale p'o devez preñved.


Lous[kemmañ]

Stag eo ar meizad a loustoni ouzh ar ger hag al lec'h.

Anvioù all[kemmañ]

  • toull-revr, toull ar revr, anvioù pemdeziek;
    • revr hepken ivez, evel el lavar dizereat-mañ: Sant Kouevr, Un ibil kig en e revr
  • Kervramm, anv dizereat.