Revr

Ar revr eo al lodenn eus korf an den hag al loened troadek etre an divgroazell hag an divvorzhed. Meneget eo er C'hatholicon dindan ar stumm reffr (1499).
Korfadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar revr zo anezhañ kigennoù ( ar glutealioù bras, krenn, ha bihan) hag un tamm druzoni, hervez an dud. Dre vras e vez drusoc'h revrioù ar merc'hed, ha kelc'hiekoc'h.
Kavet ez eus bet revrioù kalz tevoc'h gant pobloù zo, evel an Hottentoted. E 1810 e voe degaset Saartjie Baartman (1789 – 29 Kerzu 1815), un Afrikanez revrek da Londrez da vezañ diskouezet er foarioù. Mervel a reas e Pariz e 1816. Er Muséum national d'histoire naturelle e voe moulet he c'horf ha miret hec'h eskern; hec'h organoù engehentiñ hag hec'h empenn, a veze diskouezet betek 1974 er Musée de l'Homme. Daskoret e voe korf ar Gwener hottentot da Suafrika e 2002.

Revr an traoù ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Komzet e vez eus revr an traoù ivez : pep a revr o deus ar pod-houarn, ar vag, ar c'harr, ar c'hanol, ar gwez (kentoc'h pa vezont en o led).
- A-wechoù e talv kement ha 'lodenn izelañ an dra', an hini dostañ eus an douar (revr ur voutailh), pa vez laret: Lak ar sac'h war e revr!
- A-wechoù e talv 'lodenn bellañ diouzh ar penn' (revr ar c'harr). Da neuze e c'haller ober ivez gant ar ger lost, damheñvel e ster: komzet e vez eus lost ar c'harr, hag e-touez an anvioù-tud deuet diwar anvioù-lec'hioù e kaver Lostanlenn.
Dereadegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Koulskoude, diwar levezon ar galleg moarvat, hag ar sevended degaset gantañ marteze, eo aet ar ger revr e-maez a implij tamm-ha-tamm e troiennoù zo dre ma 'z eus gerioù all kevatal dezhañ: daoust hag en abeg da se eo e kaver ar ger kil e-lec'h revr en droienn "penn-kil-ha-troad"?
- Gant Marie-Hélène Morvan, eus Strollad Kallag, e klever "penn-revr hag all".
Ur ger hollek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pa gomzer eus ar revr e komzer eus un hollad a zo anezhañ : ar feskennoù (pe ar peñsoù), ar ritenn, hag ar fraezh (pe an toull-revr).
Ur ger naturel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar braz eus an dud a ra gant ar ger en un doare naturel evit komz eus al lodenn-se eus ar c'horf a zo e traoñ ar c'hein hag a seblant graet evit azezañ muioc'h eget evit kaout taolioù botoù.
Troioù-lavar a-leizh a vo kavet er wiki-geriadur.
Ur ger lous[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lod tud a gav koulskoude eo ur ger lous, hag e kavont gwelloc'h ober gant ar ger penn a-dreñv.
Koulskoude ez eus un implij dizereat splann eus ar ger pa vez kemeret da skeudenniñ ar vuhez reizhel ha dreist-holl hini ar merc'hed e genoù paotred zo pa gomzont eus
- ur revr skorn, ur revr yen, hag ur revr goad,
- ur revr domm, ur revr boazh.
En un doare gros e klever troiennoù evel:
- Ma revr!
- Ma revr gant al laboused!
- Komz d'am revr, ma beg zo klañv!
Gerioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sede un nebeud gerioù all a reer ganto evit chom hep ober gant ar ger revr:
- penn a-dreñv
- feskennoù
- divglun, eus ar ger klun, nebeud anavezet nemet e Bro-Wened;
- pastelloù
- moñselloù
- leternioù
- talier
Gerioù deveret[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- revreg pe revrieg, revrek pe revriek (ar stumm eg eo a gaver gant Jules Gros).
- Ur revreg zo ur paotr gant ur pezh revr. Ur revregez zo ur plac'h.
- An troiennoù "pennek-ha-revrek" pe "daoubennek-daourevrek": Lak da gaol pennek-ha-revrek.
- revriañ a zo kement hag ober ur revr: revriañ ur bragoù, lakomp; revriañ ur c'helorn a zo kement ha stradañ anezhañ;
- revrad, pe revriad. Ur revrad a c'hall bezañ:
- un taol war ar revr (komzet e vez ivez eus feskennad, pe peñsad)
- pe un tortad, un toullad, ur c'horfad, ur sac'had. Ober ur revrad a raio an hini a ev re.
- ur bern traoù: ur revriad traoù
- Mont da gerc'hat ur revrad dour, a zo mont dindan ar glav da vezañ glebiet
- un dra vras: ur revriad aon, ur revriad vezh
- ur revriad hini, da lavarout eo ur pezh hini, ur mell hini.
- direvr: ur c'helorn, ur baner, a c'hall bezañ direvr
- direvrañ a zo koll ar revr, pe marteze koll ar spered: "Hennezh a zo prest da zirevrañ gant ar c'hoant da vont d'ar pardon (Jules Gros)
- a-revr, en droienn chom a-revr: labour chomet a-revr a zo labour a dleje bezañ echu ha n'eo ket graet c'hoazh.
Gerioù gant revr enno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

- revr-bezel
- revr-noazh (pesk)
Kemmadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
A-wechoù e vez graet ar c'hemmadur dre vlotaat war-lerc'h ar ger gourel revr, evel pa vije ur ger benel. Lavaret e vez : ur revr dev, ur revr gaoc'h.

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrioù implijet da sevel ar pennad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Geriadur brezhoneg an Here, 2001. Ar pennadoù REVR ha REVRIAD, pajenn 1109.
- Jules Gros, Le Trésor du Breton Parlé, 2ème partie, Librairie bretonne Giraudon, 1977: ar pennad REVR, pajennoù 442, 443, 444, hag ar pennadoù REVRAD ha REVREG.