Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Feskenn

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

kemmet am eus al luc'hskeudenn evit lakaat en he flas un dresadenn skiantel o tiskwel lec'hiadur feskennoù ar wazed hag ar maouezed.--Neal 10 Du 2006 da 17:58 (UTC)[respont]

N'on ket a-enep pinvidikaat ur pennad gant ur skeudenn nevez. Met a-enep on d'ar spered tennañ skeudennoù dibabet gant tud all, amañ evel e pennadoù all c'hoazh, skeudennoù kavet e pennadoù all ar wikipediaoù all, war zigarez lakaat da ren un dereadegezh politikel (diouzh ar c'hiz e meteier zo) ha n'emañ he lec'h en un holloueziadur neptu. Bianchi-Bihan 11 Du 2006 da 21:44 (UTC)[respont]

n'eo ket bet tennet ar skeudenn bet lakaet ganit evit abegoù a denn d'an dereadegezh politikel (evel ma vez komprenet ganit an termen-se) met peogwir eo, d'am soñj, sklaeroc'h kaout ur skeudenn eeun hag ez eus tu d'hec'h implijout war an holl benadoù a denn da rannoù ar c'horf ma tiskwel keit rannoù korf ar wazed ha re ar maouezed. sur-mat n'eo ket ken brav all, met n'int ket ar skeudennoù evit klinkañ ar penandoù met kentoc'h evit lakaat sklaeroc'h an traoù.--Merour (N) 12 Du 2006 da 08:21 (UTC)[respont]

Setu ali un den "deuet da welet", ha n'eo ket hini an den en deus boulc'het ar pennad, pell-bras alese. Met an holl n'int ket par amañ (evel paotr ha plac'h, lakaomp): ali an hini a ren amañ a ranker plegañ dezhañ, n'eus nemet e arguzennoù-eñ a dalv. Ur wech ouzhpenn e rankin dilezel an dachenn abalamour dezhañ. Pa oar penaos sonjal n'en deus nemet echuiñ al labour. Emichañs e teuy da ober e reuz war ma lerc'h da lec'h all c'hoazh. Bianchi-Bihan 12 Du 2006 da 08:39 (UTC)[respont]

Skeudennoù

[kemmañ ar vammenn]

Graet eo ar skeudennoù evit skeudenniñ: lod a zispleg muioc'h eget re all, lod a ginkl bravoc'h. Ma ne blijont ket dit, mar dout feuket gant un divfeskenn, na sell ket outo. Tro da selloù etrezek an neñvoù, met LAOSK AR RE ALL. Ha da ket re war-dro ar mirdioù, n'ouzer morse petra a vo gwelet enno. Bianchi-Bihan 12 Du 2006 da 08:46 (UTC)[respont]

ret e vo goulenn ali ar merour all neuze evit goût peseurt skeudenn a rankfe bezañ lakaat war ar pennad-mañ? ne vot ket savet ganin ur votradeg bewech ma vez kemmet ur pennad bet boulc'het ganit? mar fell dit goulenn ali ar merour all lâr din hag hen ober a rin me evel merour. a-hendall e vo leusket ar skeudenn ma vez gwelet sklaer ken lec'hiadur ar feskennoù war ar wazed ha war ar maouezed. ha chom a-sav gant da dagadennoù personel a-hendall evit stanket.--Merour (N) 12 Du 2006 da 08:57 (UTC)[respont]

Distruj labour un den n'eo ket un dagadenn bersonel, Aotrou Merour? Met aliañ chom hep mont d'ur mirdi zo? Bianchi-Bihan 12 Du 2006 da 09:10 (UTC)[respont]

A-raok lemel tra pe dra e karfen ne vije ket graet diwar ali un den, na daou hepken, nag abalamour d'un ideologiezh bennak. Bianchi-Bihan 28 Du 2006 da 18:03 (UTC)[respont]