Mont d’an endalc’had

Aval-gouzoug

Eus Wikipedia
Aval-gouzoug
Mammenn : Gray's Anatomy

Aval ar gouzoug, pe an aval-gouzoug, eo anv an tamm balirek e diaraog ar gouzoug, anezhañ migorn an diroidenn, pe ar wagrenn diroid.

Dont a ra eus istor ar frouezhenn difennet, er Bibl, a oa profet gant Eva da Adam, hag a vefe chomet sac'het e toull gouzoug he den, hervez ur vojenn gristen goude.

Un afer gwazed eo an aval-gouzoug. Ne vez ket gwelet aval-gouzoug ar vugale tamm ebet. Seul voutoc'h mouezh ar gwaz, seul izeloc'h ha splannoc'h aval e c'houzoug. Ral eo da hini ar maouezed bout balirek evel hini lod eus ar wazed: druzoni a vez dezho etre o groñj hag o gouzoug hag a guzh aval o gouzoug, goude ma ne vijent ket tev.