Mont d’an endalc’had

Fraezh

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Toull-revr)
Fraezh plac'h
Fraezh paotr
Ar fraezh.

Ar fraezh (pe fraez) eo an anv a vez roet d'an toull-revr, a zo etre an divfeskenn, e penn ar vouzellenn-dev. Etre an divfeskenn emañ, e-barzh ar ritenn, e penn ar youlc'h (rektom). Serret eo dre nerzh kigennoù, stumm ur walenn dezhe: alese e teu ar ger latin anus, a dalv kement ha gwalenn. Dre aze eo e vez kaset ar fank er-maez eus korf an dud hag al loened peurvuiañ, pe e vijent munud evel amprevaned pe e vijent bras evel olifanted.

Un nor da vont er c'horf

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet e vez ar fraezh e medisinerezh:

Plijadur ar reizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud zo a implij ar fraezh evit kavout o flijadur reizhel,

  • darn dre flourañ ar fraezh end-eeun
  • darn dre lakaat traoù a bep seurt e-barzh.

Evit gouzout hiroc'h sellit ouzh ar pennadoù a denn d'ar reizh.

Naetadurezh a zo ret evit ar yec'hed. Gwalc'hiñ gant soavon dous ha dour eta. Pa reer gant soavon rust, pe gant doareoù garv, e c'haller tanailhañ pe drailhañ ar c'hroc'hen tener en-dro d'ar fraezh, ha neuze kaout debron pe boan.

Debron o devez ar vugale p'o devez preñved.


Stag eo ar meizad a loustoni ouzh ar ger hag al lec'h.

  • toull-revr, toull ar revr, anvioù pemdeziek;
    • revr hepken ivez, evel el lavar dizereat-mañ: Sant Kouevr, Un ibil kig en e revr
  • Kervramm, anv dizereat.