Monica Bellucci

Eus Wikipedia
Monica Bellucci, 2009.

Monica Bellucci zo un aktourez italian ganet d'an 30 a viz Gwengolo 1964 e Città di Castello, en Ombria, Italia. Gouzout a oar komz italianeg, galleg ha saozneg flour.

D'he 18 vloaz he doa lakaet hec'h anv e skol-veur Perugia evit studiañ ar gwir. Evit paeañ he studioù e oa krog da vezañ diskouezerez-giz. Daou vloaz war-lerc'h e oa paouezet gant he studioù da vont da Vilano, sinet ganti ur gevrat e ti Elite.

War un dro gant he micher e oa krog da gemer kentelioù war arz ar c'hoariva. c'hoari a reas neuze en ur film-skinwel savet gant Dino Risi, Vita coi figli (1990), a-raok c'hoari e-barzh La Riffa (1991) gant Francesco Laudadio. Gant Francis Ford Coppola goude e voe kinniget dezhi un tammig tremen en e film Dracula (1992).

Labourat a reas war-dro un nebeud filmoù en Italia, a-raok erruout e Bro-C'hall, ma c'hoarias e-barzh L'Appartement (1996), ur film gant Gilles Mimouni, a dalvezo dezhi bezañ meneget en abadenn ar Césars evel "gwellañ danvez-aktourez".

E-keit ma oa-hi oc'h ober ar film dister-se eo e tegouezhas gant Vincent Cassel, a zo deuet da vezañ he gwaz, hag he deus bet ur verc'h gantañ, Deva hec'h anv, d'an 12 a viz Gwengolo 2004.

Gwaz ha gwreg a vo gwelet a-gevret er film Dobermann (1997) gant Jan Kounen hag Irréversible (2002) gant Gaspar Noé, ma c'hoari ur wreg gwallet, hag er fim spierezh Agents secrets (2004) gant Frédéric Schoendoerffer.

Gwelout a reer anezhi ivez e filmoù gall arc'hantet-bras evel Le Pacte des loups (2001) hag Astérix et Obélix : Mission Cléopâtre (2002): hi eo Kleopatra.

Monica Bellucci e Cannes

War un dro e krog da c'hoari e filmoù amerikan. Kemer a ra lec'h Romy Schneider e Suspicion (2000), ar film amerikan savet diwar ar film gall Garde à vue, ha goude gant Bruce Willis e-barzh Les Larmes du soleil (2003), ur film brezel savet gant Antoine Fuqua.

A-unan gant Lambert Wilson e vo gwelet e daou eus ar filmoù Matrix : Matrix reloaded ha Matrix revolutions. Hag ivez evel Mari-Madalen e film Mel Gibson Pasion ar C'hrist (2004). Lubaniñ a ra Ar vreudeur Grimm hag ar filmaozer Terry Gilliam. Splannañ a ra e Le Concile de Pierre (2006) ar filmaozer gall Guillaume Nicloux.

E 2007 e voe gwelet o c'hoari ar bolitikourez Sonia Gandhi en ur film nevez: dibabet e oa bet un tamm peogwir eo italianez evelti.

Skeudenn vrav, miret mat[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe 1997 eo patrom miret ar marc'hadour bravigoù Cartier er bed. Monica Belluci a zo 1m78 ment dezhi.

Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2018 e oa bet pedet da Zinarzh[1].

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. https://www.francebleu.fr/infos/culture-loisirs/une-facture-inattendue-de-28-000-euros-pour-monica-bellucci-au-dinard-film-festival-1561543438?utm_medium=Social&utm_source=Facebook