Mel Gibson
- Ar pennad-se a zo a-ziwar an aktour ha filmaozer. Evit ar c'hoarier basket, gwelet Mel Gibson (basketball).
Mel Columcille Gerard Gibson a zo un aktour, rener filmoù, produour stadunanat, ganet d'an 3 a viz Genver 1956 e Peekskill, Stad New York, er Stadoù-Unanet. D'an oad a 12 vloaz ez eas da Aostralia da chom gant e dud. Tapet en devoa brud gant an heuliad filmoù Mad Max ha Lethal Weapon. Goude en deus savet e di produiñ filmoù ha kaset da benn filmoù bet graet berzh bras ganto, Braveheart (1995), We Were Soldiers (2002) ha The Passion of the Christ (2004) en o zouez.
Burutellet-kaer e oa bet en abeg d'an doare da ren e filmoù, da skouer e-keñver Apocalypto (2006). Goude dek vloaz manet hep ren film ebet, Gibson a oa distroet gant ar film Hacksaw Ridge (2016) a voe degemeret c'hwek. Gounezet e oa bet daou Academy Awards gant ar film ha lakaet e anv evit pevar all.
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (en) Lec'hienn ofisiel
- (en) Internet Movie Database