Hacksaw Ridge
Hacksaw Ridge | |
![]() | |
---|---|
Filmdata | |
Titl orin : | Hacksaw Ridge |
Bro produiñ : | ![]() |
Deuet er-maez : | 4 a viz Gwengolo 2016 |
Yezh orin : | Saozneg |
Padelezh (PAL-DVD) : | 139 munutenn |
Skigner : | Summit Entertainment Icon Film Distribution |
Boujedenn : | 40 milion a zollaroù |
Korvoder gros : | 175.3 zollaroù |
Pare | |
Filmaozer : | Mel Gibson |
Produer : | Bill Mechanic David Permut Terry Benedict |
Skrivagner : | Danny McBride |
Sonerezh : | Rupert Gregson-Williams |
Rener al luc'hskeudenniñ : | Simon Duggan |
Frammer : | John Gilbert |
Aktourien | |
Andrew Garfield | |
Daneveller : Len Wiseman | |
Liammoù diavaez | |
kemmañ ![]() |
Hacksaw Ridge zo ur film buhez istorel ha brezel embannet e 2016 ha sevenet gant Mel Gibson. An istor a gont buhez Desmond Doss, ur peoc'hgarour kristen stadunanat a emezelas en US Army hag a voe kaset evel infirmiour stourm war Talbenn Brezel ar Meurvor Habask[1]. Desmond Doss en devoa bet kudennoù evit bezañ degemeret el lu dre ma ne felle ket dezhañ dougen un arm forzh pe hini a vije. Kalonek e voe en emgannoù pa saveteas degadoù a vuhezioù stadunanat hag enoret e voe gant ar Medal of Honor, "evit ur servij uheloc'h eget e zlead e-pad Emgann Okinawa. (for service above and beyond the call of duty during the Battle of Okinawa).
Renet e oa ar film gant Mel Gibson, skrivet gant Andrew Knight ha Robert Schenkkan, ha diazezet e oa war un teulfilm embannet e 2004 hag a gonte istor Desmond Doss. Er film e kaver Andrew Garfield o c'hoari Doss, Sam Worthington, Luke Bracey, Teresa Palmer, Hugo Weaving, Rachel Griffiths ha Vince Vaughn. Embannet e oa bet e Stadoù-Unanet Amerika d'ar 4 a viz Du 2016, ha degemeret mat-tre ; rastellet e voe gant ar film 175,3 milion a zollaroù dre ar bed.
Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Desmond Doss e-pad Emgann Okinawa
Desmond Doss enoret gant ar prezidant Truman e miz Here 1945
Notennoù ha davennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]