Krubuilh dispak

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Krubuilh dispak, ant e-kreiz
Lennerez hebreek
Saeoù er bloavezhioù 1860 ha damzispak ar c'hrubuilhoù
Krubuilh dispak da vrudañ dilhad-dindan en Alamagn e deroù an XXvet kantved
Krubuilh dispak, faout e-kreiz
Dispak-frank

Dispak e vez ar grubuilh pa ne vez ket peurwisket ar bruched. Peurvuiañ e komzer neuze eus dilhad ar merc'hed a lez dizolo ul lodenn eus o bruched, etre o gouzoug ha krec'h o divvronn, pe izeloc'h. Kement-se a vez graet dre wiskañ dilhad troc'het diouzh se. Darn ne wiskont ket diaraog ar bruched, darn all a zispak divskoaz, divvrec'h ha divvronn, dre ar c'hostez.

Peurvuiañ e vez dispak ar bruchedoù merc'hed evit sachañ selloù ar baotred, pe re ar merc'hed, goude ma vez lavaret a-wechoù n'eo nemet koantaat . Koulskoude e soñj da lod eo ivez evit mont da-heul ar c'hiz, pa vez ar c'hiz.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Agnès Sorel, dispak he c'hrubuilh

A-hed an istor ez eus bet gwelet dispakañ ar grubuilh da sachañ selloù ar wazed, evel a weler en taolennoù. Daoust da se ez eus bet broioù ha mareadoù, evel Bro-Saoz da vare ar rouanez Victoria, ma ranke ar maouezed goleiñ o bruched dalc'hmat pa vezent e-maez o zi.

Hoalañ ar wazed eta a glask ar merc'hed ober o tispakañ o c'hrubuilh. Evit-se e vez dizoloet nec'h ar bruched, a-wechoù betek an divskoaz, ha gwelet an divvronn a ziwar-benn nemetken: kuzhet e vez al lodenn izelañ, ha beg ar vronn ivez, dindan ar peurrest eus an hiviz pe eus ar sae. Tud zo a lavar evez kreñvoc'h an hoalerezh pa vez paket ar grubuilh gant ur pezh dilhad tost-tost ouzh ar c'horf, ha pa weler stumm ar grubuilh a-dreuz dezhañ.

Peurliesañ e weler aze dreisttalvoudekaat hag erotekaat divvronn ar vaouez.

En 1952 e voe gwelet an aktourez italian Gina Lollobrigida o tibrennañ he sae ma voe gwelet he bruched damzispak [1].

Dilhad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dilhadoù zo a zo graet evit lezel ar c'hrubuilhoù dispak : hivizhoù-noz, dilhad-kouronkañ hag a zizolo ivez an divskoaz, an divgazel.

Ar faout[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez ment an divvronn, ha penaos e vezont gwisket ha stardet, e vez ant pe faout etrezo.
Psikologourion zo o deus bet skrivet e vez divvronn bras gant an dud (merc'hed) dalc'hmat, e-skoaz al loened all (marmouzien) ha n'o devez nemet pa vez koulz ar viañ, ha diwar-se e c'hallont "sachañ evezh ar gour ha pa ne vezont ket frouezhus"[2].

Hervez tud all, evel al loenoniour saoz Desmond Morris, e ranker gwelout er faout etre an div vronn un adskeudenn eus ar faout etre an div feskenn[3]. Kement-se, eme Morris e-barzh The Naked Ape ne vez graet nemet gant an dud, ar marmouzien all o deus feskennoù platoc'h.

Kaoz ha rendael[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Soñjoù a bep seurt zo e-touez an dud da c'houzout pegement a zispak a c'haller ober d'ur grubuilh dirak an holl.[4]

  • Er XVIIvet kantved, e Bro-C'hall, e voe kaoz eus krubuilh dispak er pezh-c'hoari Tartuffe:
"Couvrez ce sein, que je ne saurais voir.
Par de pareils objets les âmes sont blessées,
Et cela fait venir de coupables pensées."
Le Tartuffe, III, 2 (gwerzennoù 860-862)

E brezhoneg:

Goloit ho pruched ha n'oufen ket gwelet
Gant an traoù a'r seurt-se 'vez gloazet an ene
Ken e teu er pennoù soñjezonoù kablus.
  • Sevel a reas Jacques Boileau, en ur skrid anvet De l'abus des nudités de gorge, a-enep ar wazed a selle ouzh krubuilh ar maouezed en ilizoù : [5]

Da vare ar Sklerijenn C'hall e oa kaoz diwar-benn divvronn ar maouezed a oa pe un hoal dreist-holl, pe un dra naturel a oa da rannañ etre mamm ha bugel hepken.

  • Er pezh-c'hoari La Vraie Mère, gant Alexandre-Guillaume de Moissy, e weler ar wreg o tamall d'he gwaz ober ganti evel un dra da zegas c'hoant ha sellout ouzh he brennid  : "Are your senses so gross as to look on these breasts - the respectable treasures of nature - as merely an embellishment, destined to ornament the chest of women?"[6]
  • Kant vloaz goude, un den eus ar proviñsoù pell a oa en un dañsadeg e palez an Tuilleries en 1855 a voe feuket bras gant an holl grubuilhoù dispak hag a lavaras "N'em boa ket gwelet kemend-all abaoe ma oan dizonet "[7]
  • E SUA, e 2007, er Southwest Airlines e voe goulennet digant beajourezed pe gwiskañ dilhad da guzhat o c'hrubuilh pe diskenn diouzh ar c'harr-nij.[8]

Ar gansellerez alaman Angela Merkel a lakeas trouz da sevel pan eas gant ur grubuilh dispak d'un abadenn c'hoarigandi Oslo e miz Ebrel 2008.[9][10][11][12]

Devezh ar Grubuilh Dispak[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Suafrika, da Wener kentañ pep miz Ebrel, ez eus un Devezh ar Grubuilh Dispak, paeroniet gant Wonderbra[13].

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Alison Gernsheim, Victorian and Edwardian Fashion. A Photographic Survey. Mineola, N.Y, Dover Publications, Inc., 1963.
  • Hanns Krammer, Das entblösste Frauenzimmer. Die Geschichte des Dekolletes, München, Heyne Verlag, 1961?
  • Desmond Morris, Manwatching. A Field Guide to Human Behavior. London, Vintage, 1977.
  • Desmond Morris, The human sexes. Londen, Network Books, 1997.
  • Desmond Morris, The Naked Woman. A Study of the Female Body. New York, Thomas Dunne Books, 2004.
  • Gustave Joseph Witkowski, Tetoniana: Anecdotes historiques et religieuses sur les seins et l'allaitement comprenant l'histoire du décolletage et du corset, Paris, Maloine, 1898.
  • Gustave Joseph Witkowski, Tetoniana: Curiosités médicales, littéraires et artistiques sur les seins et l'allaitement , Paris, Maloine, 1898 (Legacy Reprint: Kessinger Publishing, 2010).

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Stefano Masi, Enrico Lancia, Les Séductrices du cinéma italien, Gremese Editore - 1997,(ISBN 9788873010753)
  2. Charles B. Crawford and Dennis Krebs (eds.), "How Mate Choice Shaped Human Nature", Handbook of Evolutionary Psychology: Ideas, Issues, and Applications, Lawrence Erlbaum Associates (1998).
  3. Desmond Morris, Manwatching. A Field Guide to Human Behavior.. New York: Harry N. Abrams, Inc., 1977. ISBN 0-8109-1310-0
  4. Karen Salmansohn, "The Power of Cleavage", The Huffington Post, October 29, 2007. [1]
  5. [[2]]
  6. Simon Schama, Citizens. A Chronicle of the French Revolution, p. 147. New York: Alfred A. Knopf, Inc., 1989. ISBN 0-394-55948-7
  7. Alison Gernsheim, Victorian and Edwardian Fashion. A Photographic Survey, p. 43. Mineola, N.Y.: Dover Publications, Inc., 1981. Reprint of 1963 edition. ISBN 0-486-24205-6
  8. [3]
  9. "Merkel 'Surprised' by Attention to Low-cut Dress", Spiegel Online, 4/15/2008. [4]
  10. "Angela Merkel Raises Eyebrows with Cleavage Display", Deutsche Welle, 4/15/2008. [5]
  11. Ada Calhoun, "Angela Merkel: Now That's Cleavage", News Bloggers, 4/16/2008. [6]
  12. Greg Milam, "Dress Fuss Plunges Merkel into Shock", Sky News, 4/16/2008. [7]
  13. National Cleavage Day - Wonderbra Wonderbra o vrudañ devezh ar c'hrubuilhoù dispak


Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Livadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

XVIvet kantved
XVIIvet kantved
XVIIIvet kantved
XIXvet kantved

Luc'hskeudennoù (XXvet ha XXIañ kantved)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]