Mont d’an endalc’had

Bronn

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Brennid)

Divronn ur vaouez dougerez
Blev o devez ar baotred aliesoc'h evit ar merc'hed en-dro d'o divvronn
Bronn ur vaouez yaouank, poltredet gant Pierre Carrier-Belleuse, en daolenn La Première Pose e 1900.

Ar bronnoù, pe an divronn, eo an anv a reer eus ul lodenn eus bruched an dud, paotred ha merc'hed, etre traoñ ar gouzoug hag ar c'hof. Tostaet e vez ar gerioù bronn ha brennig (eus bren(n), evel e-barzh Menez Bre, Brelevenez), evel ma tostaer bron ha bryn e kembraeg).

Ur vronn zo un organ eus parezed ar bronneged (ar vaouez en o zouez), ennañ gwagrenn al laezh, hag a daol laezh a dalvez da vagañ ar re vihan adalek o ganedigezh. Kemmus eo o niver hervez ar spesadoù.

An dud a reizh gourel o deus ivez pep a zivronn zo damheñvel o framm ouzh hini divronnoù ar maouezed, daoust ma ne vezont ket ken bras, abalamour ma tiorront er grouell diwar ar memes gwiadoù.

Gant ar baotred ne vez ket ken fonnus an divvronn peurvuiañ ha n'eus nemet ar merc'hed a ro laezh ganto.

Areola an divronn zo liammet ouzh an empenn dre nervennoù, ouzh ar reizhiad goprañ peurgetket. Atizañ anezhe a ro ur gopr en empenn a vroud ar vaouez da vezañ atizet en-dro. A-drugarez d'ar reizhiad goprañ-se eo e ro parezed ar bronneged[1], hag ar maouezed[2],[3], bronn d'o re vihan, hag a-drugarez d'ar goproù-se eo ivez e vez atizet an divronn e-doug an emzalc'h erotek[4],[5].

Studi ar vronn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brastres korfadurel eus ur vronn
1. Kest ar brusk 2. Kigennoù ar bruched 3. Gwagrennoù 4. Penn ar vronn 5. Areola 6. Kanolioù galaktofor 7. Gwiadoù pouer 8. Kroc'hen
Reiñ bronn

Magañ he bugel a ra ar vamm o reiñ he laezh dezhañ. Kemer a ra ar bugel beg ar vronn en e c'henoù ha denañ.

Kleñvedoù an divvronn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hiziv an deiz e vez gwisket divronn ar merc'hed gant brennidennoù peurvuiañ.

Tud zo a blij dezho toullañ beg ur vronn pe ziv.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. FERRIS C. F., KULKARNI P., SULLIVAN J. M., Jr., HARDER J. A., MESSENGER T. L., FEBO M. "Pup suckling is more rewarding than cocaine: evidence from functional magnetic resonance imaging and three-dimensional computational analysis", The Journal of Neuroscience, 25(1):149-156, 2005
  2. MARSHALL Leslie B. Infant care and feeding in the South Pacific, Gordon and Breach, NY, 1985
  3. HERDT Gilbert, STOLLER Robert J., Intimate communications: erotics and the study of culture, Columbia University Press, NY, 1990
  4. (fr) WUNSCH Serge, Tezenn doktorelezh diwar-benn an emzalc'h revel PDF EPHE-Sorbonne, Paris, 2007.
  5. (en) AGMO Anders Functional and dysfunctional sexual behavior Elsevier 2007.