Mont d’an endalc’had

Brennidenn

Eus Wikipedia
Brennidenn a-vremañ.



Ar vrennidenn zo ur pezh dilhad a servij da c'holeiñ, da zerc'hel, ha da sevel divvronn ar merc'hed, hag ivez da gaeraat anezho.

Hiriv an deiz e vez gwerzhet alies war un dro gant pezhioù all, gant ur vragez-dindan peurvuiañ. Ouzhpenn-se ez eus meur a seurt brennidennoù, ha da vihanañ daou seurt : ar re a c'holo hag ar re na reont ket.

Servijout a ra ar c'hiz da werzhañ brennidennoù a bep seurt hervez ar vent hag ar pezh a glasker ober ganto.

Stag eo istor dilhad ar merc'hed ouzh o statud er gevredigezh, hag istor ar c'hiz a zispleg penaos e vez gwelet o c'horf gant ar wazed.

Abaoe an Henamzer e vez douget dilhad pe doareoù a bep seurt gant ar merc'hed da zougen o bruched : strophium, mastodeton, senklennoù, korfkennoù pe bandennoù. Dindan o sae hir, anvet c'hiton, e veze un doneg lin gant ar merc'hed, ha bandennoù da bakañ o bruched. Evit kuzhat stummoù o c'horf e oa an apodesmos, ur vandenn hir hag a rae evel ur gouriz dindan o bruched evit e zerc'hel, hag a veze douget pe dindan ar c'hiton, stok ouzh o c'hroc'hen eta, pe war-benn. Evit kuzhat o divlez hag o c'hof e raent gant ur zona, ar vandenn a bake o c'hof. Gant ar merc'hed yaouank e veze ur mastodeton, ur seizenn voan hag a starde ar bruched evit mirout ouzh kresk an divronn. Maouezed Hellaz a ranke tennañ d'ar wazed ar muiañ ma c'hallent. Medisined zo a ginnige louzeier da virout ouzh ar bronnoù da zont.

Un doneg pe ur stola a veze gant merc'hed Roma. Dindan e oa evel gant merc'hed Hellaz. Ur zona a oa da guzhat stumm an divlez, paket e oa bruched ar merc'hed yaouank gant un taenia pe ur fascia, pimpatrom heñvel ouzh ar mastodeton. Ar bruchedoù tev a veze gwasket gant ur mamilliare e lêr. Met ar strophium eo an hini a veze douget ar muiañ, ur roll danvez heñvel ouzh apodesmos Hellaz.

Ijinadenn ar vrennidenn a vremañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dizemglev zo diwar-benn pegoulz ha gant piv e voe ijinet ar vrennidenn a anavezomp[1].

Kentañ meneg eus ar soutien-gorge gallek zo e-barzh ar Geriadur Larousse e 1904[2]. A-raok hennezh e kaved ar gerioù gorgerette pe maintien-gorge. E saozneg e kavor ar ger brassiere en Oxford English Dictionary adalek 1912, hag ar stumm bihanaet « bra » a voe anavezet er broioù saoznek adalek 1937.

En 1859, en New York, e voe brevedet ur c'hentstumm eus ar vrenidenn gant Henry S. Lesher[3]. War a seblant ne oa ket disi ha diaes e oa da zougen.[4]. E lin e oa ar c'hentañ brennidennoù, hag adalek ar bloavezhioù 1920 e oant e sidan, mouslin pe batist. Er bloavezhioù 1930 e veze graet gant reyon. Tostoc'h e voent adal neuze ouzh pezh a anavezer hiziv, goude ma oant ker-ruz ha diazaz a-walc'h diouzh stummoù a bep ment ar c'horfoù maouezed.

Doareoù brennidennoù a-vremañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) Beatrice Fontanel, Corsets et soutiens-gorge : L'épopée du sein de l'Antiquité à nos jours, La Martinière, 1997, ISBN 2-7324-2354-8
  2. (fr) Farid Chenoune, Les dessous de la féminité, Assouline, 1998, (ISBN 2843236878)
  3. (en) Henry S. Lesher, Combined breast pads - Brevet US24033, 17/05/1859, enlinenn war Espacenet
  4. (en) Michael Davis, Art of Dress Designing, Global Media, 2007 (ISBN 8190457578)