Lez
Al lez a c'hell bezañ :
- tiegezh ur roue, pe ur priñs meur bennak, sellout ouzh lez (roue)
- a deu da dalvezout al lec'h m'emaint o chom, ar c'hastell, a-wechoù,
- a gaver en anvioù-lec'h evel Lesneven
- ar ger-se eo a gaver en dro-lavar ober al lez da unan bennak, da lavarout eo klask karantez pe vignoniezh un den bennak ha dreist-holl evit lavarout gounit kalon ur verc'h;
- a deu da dalvezout al lec'h m'emaint o chom, ar c'hastell, a-wechoù,
- diwar ar ger-se e teu al lez pa dalv kement ha lez-varn
- er gerioù lez-kastiz, lez-terriñ, pe lez terriñ-barnoù, lez-torfedoù (pe lez asizoù), lez-dreist, lez-engalv, lez-uhel, lez-vrezel (pe lez-varn-vrezel)
- er gerioù leztad ha lezvamm, lezvab ha lezverc'h, lezvreur ha lezc'hoar, lezvugale;
- diwar ar ger-se eo bet savet ar ger lezenn;
- al lez, rann gostez ar c'horf : etre an divorzhed hag ar vandenn (an divlez el liester)
- er ster-se eo e kaver an anv Lez-Breizh e Barzaz Breiz Kervarker,
- ribl ar stêrioù, o deus div lez (ribl) ivez, pe lezoù.
Ouzhpenn e c'hall bezañ:
- gwrizienn ar verb lezel, implijet ivez evel doare-gourc'hemenn en unander
- ar wrizienn-se a gaver er gerioù lez-ober ha lezober.
Hag ivez:
- al Lez, ur stêr e kornôg Bro-C'hall (a zo Loir e galleg).