Leztad

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Gwaz nevez ar vamm eo al leztad, war-lerc'h marv an tad , Pa addimez un intañvez e teu he fried nevez da vezañ leztad he bugale. Er gevredigezh kozh en doa galloud un tad war bugale e wreg.

Hiriv an deiz, en ur gevredigezh ma'z eo boutin an torr-dimeziñ, e c'hall ur wreg addimeziñ, ha bev he gwaz kentañ, tad he bugale. Hogen gwir ebet n'en deus al leztad war bugale e wreg.


Brud vad, brud fall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brud vat en doa leztad gwechall, brokus ha sikourus ouzh e lezvibien ha lezverc'hed .

E gwirionez e oa kentoc'h divrud a-walc'h, dre ma ne oa ket ken niverus al leztadoù hag al lezvammoù: dre ma varve stank ar gwragez yaouank er gwentloù, e oa stankoc'h an intañvien eget an intañvezed, hag ar wazed eo o deveze tro da addimeziñ. Marventez ar merc'hed an hini a oa kaoz da se eta.

Kement-se avat a veze kemmet da vareoù ar brezelioù bras, re Napoleon da gentañ, ar brezelioù bed war-lerc'h, pa veze falc'het buan remziadoù gwazed.

N'eo ket heñvel er gevredigezh a hiriv, addimeziñ kement ha kement a ra gwazed ha gwragez, hag echu eo ar bezelioù bras evel re an XXvet kantved. Ma'z eo deuet skeudenn al leztad drouk da gemer lec'h skeudenn al lezvamm drouk er gevredigezh a vremañ, ha brudet e vez torfedoù al leztadoù o devez gwallet bugale o gwreg dre ar c'hazetennoù hag ar skinwel evel ma veze brudet torfedoù al lezvammoù er c'hontadennoù kozh.

Kennlavar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Krennlavar portugalek: "Deus é pai, não é padrasto" (Doue zo tad, leztad n'eo ket)[1].</ref>


  1. A Parentalidade em Contexto de Recomposição Familiar: O Caso do Padrasto. Instituto de Ciências Sociais da Universidade de Lisboa, 2011. Pág. 277