Den

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Tud)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
den
organisms known by a particular common name
Iskevrennad eusmammal, Den, individual animal, omnivore, natural person Kemmañ
Rann eusKevredigezh, denelezh, Biosferenn Kemmañ
Arvezdenelezh Kemmañ
Perzhiad eobererezh mab-den Kemmañ
Efedartificial object Kemmañ
Studiet gantantropologiezh, human ecology Kemmañ
Physically interacts withhuman food, endro naturel, Douar Kemmañ
Istoristor an denelezh Kemmañ
A implijartificial physical object, ostilh, yezh Kemmañ
Produced soundvoice Kemmañ
Stumm gourel an dikedennhomulo, humano Kemmañ
ID en Thesaurus NCIC14225 Kemmañ
Enebet ouzhnon-human animal Kemmañ




Den

Homo sapiens
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Primates
Kerentiad : Hominidae
Genad : Homo
Anv skiantel
Homo sapiens sapiens
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

An Den, (liester : Tud ha Denennoù) a c'hell bezañ termenet diwar savboentoù bevoniel, sokial ha speredel.

Yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ar ger den a c'hall talvezout gwaz, pried, evel en dro-lavar ma den.

Bevoniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Renket eo an Den er spesad Homo sapiens (e latin "Den a oar traou") hag ur primat hag un draoudroadeg eo. Renket eo ivez er c'herentiad Hominidae gant un nebeud marmouzed all : ar chimpanzeed, ar gorilhed, hag an orangoutaned. En uskerentiad e vez kavet ivez marmouzed hucherien ha gibboned.
An hominidae a zo ur c'herzhed sonn ganto hag e lez dieub an izili uhelañ evit doarnata an traezoù. Graet e vez an daoudroadegezh deus an doare kerzhout-se. Un empenn diorroet-tre o deus ivez hag a ro dezho ar varregezh evit ar preder difetis, ar c'homz, al lavar hag an imbroud-spered. Meur a ouizieg a gred eo deuet seurt emdroadur eus an Den diwar an ezhomm redek war dennadoù hir. Ha n'eus nemet un nebeud loened hag a zo gouest d'ober evel-se.

Spered an den[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Perzhioù disheñvel an eil diouzh egile a zo da spered pep Den. Reiñ a ra dezhañ ur c'hundu kemplez hag ennañ al lavar. Kuriusted hag arsellerezh a vez lakaet alies evel abeg an emskiant hag hini al liammoù etre ar spered hag ar c'horf.
Evit studiañ mont-en-dro ar spered bet savet kelennoù ar bredoniezh, ar bredvezegiezh hag ar bredelfennerezh.
E kredennoù a gaver er relijionoù e vez pouezet war meizad an ene evel perzh dibar ar vevenn denel ha war ezhomm azeuliñ un doue pe meur a zoue pe teuzioù|deuzioù.
Ar brederouriezh a glask kompren pep a veizad o tennañ d'ar spered denel e pep keñver.
Leun eo an arzoù, ar sonerezh hag al lennegezh eus oberennoù o fal dezho eztaoliñ ar meizadoù-se hag ar santimantoù.

E-keñver ar gevredigezh hag ar sevenadur :
An dud a zo bevien sokial dre hêrezh. Krouiñ a reont frammoù sokial kemplez, enno un toullad bras a strolloù o kenlabourat koulz hag o kevezañ an eil gant ar re all.
Gwelout a reer ar c'hunduioù etre broadoù, riezoù, strollerezhioù ha familhoù hag ivez e live ar c'humuniezhoù hag an hiniennoù.
Diouzh-se e teu diorroadur an deknologiezh hag ar skiant evel kenderc'hadoù ar gevredigezh ha re an ober hiniennel.
Diouzh an etreoberioù-se e teu ivez ar sevenadur pa en em sil er gevredigezh talvoudegezhioù, kredennoù, gwengeloù, lidoù, hengounioù, boazioù, reoladoù kevredigezhel.

Kredennoù a denn d'an Den[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a savboent zo diwar-benn natur ha sustañs an Den.

  • Danvezelouriezh : n'eo ket an dud bevien fizikel hep perzhioù speredel pe dreistnaturel hepken. Degemer a reont an [[naturojavascript:insertTags('','','Link title');Link titleuriezh]] ha ne zegemeront ket an dreistnaturouriezh.
  • Hervez menozioù ar relijionoù abrahamek, fizikel ha speredel eo natur an Den a zo bet krouet evel skeudenn Doue. Hervezo e c'hello chañch e stad en dazont goude ma ne vo ket ar bed-mañ.
  • Hollzoueegezh : pa'z eo an dud elfennoù eus ar bed krouet gant Doue ha diouzh-se elfennoù Doue int asambles, rak Doue eo ar bed hag ar c'hontrol.
  • Nes d'an hollzoueegezh eo an hollenzoueegezh a laka ar bed da vezañ Doue, met brasoc'h eo Doue eget ar bed. An unegezh, al loenegezh, relijion ar Veda ha meur a stumm prederouriezh eus ar Reter a zispak menozioù heñvel.