Mont d’an endalc’had

Karantez

Eus Wikipedia
Karantez
Meizad
Rann eus From
Studiet gant Bredoniezh
Danvez Lennegezh

Ar garantez eo ar joa, al levenez, ar santimant tener, pe griz, pe direizh a-wechoù, a vager ouzh ur boud pe un dra. E gwirionez e ro ur skalfad bras a drivliadoù, don ha grizias atav. C'hoari a ra ur roll dreist-par e psikologiezh an dud. Ar relijionoù en deus embannet petra a oa ar garantez hervezo ivez.

Un tem a vez kavet alies el lennegezh hag er filmoù eo.

Ar garantez hag he zrivliadoù a zo liesseurt e gwirionez. Mont a reont eus an angerzh hag ar garantez romantel betek nester tener karantez e gerent hag ar garantez platonek, en ur dremen dre zeoliezh speredel ar garantez relijiel.

Ur vertuz eo ivez ar garantez.

Kalon : talvoudekaer hag arouez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar galon eo organ ar garantez el lennegezh, hervez ar gredenn gozh. He arouez a zo deuet da vezñ hini ar garantez hiziv an deiz. Ur vertuz eus ar garantez lez eo ivez.

Cantiga de amor e Portuguese ha Galizeg, da lavarout eo kanaouenn karantez, zo ur seurt sonaozadur lennegel eus ar Grennamzer, awenet gant komzoù okitanek ha henc'hallek. Peurliesañ e vez an den o touellañ ar vaouez, o klemm e vez kriz outañ, daoust d'e garantez ha d'e lealded. A-wechoù emañ o vont kuit pe o tont en-dro hepken, pe emañ pell diouzhi, hag e tispleg e glac'har.[1]

Ar garantez hep respont zo ur garantez ha n'eo ket adtapet, un tu hepken. Dre vras ​​eo diheñvel hepken.[2] Brudet eo an tem-mañ e sonerezh ar Grennamzer. Difennet eo an dismegañsoù hag an daveoù reizhel digor war ar stil ganaouenn-mañ[1].

An droienn karantez lez, pe, en okitaneg, fin'amor, a denne er Grennamzer d'an doare ma kare ur marc'heg (ideal) un itron a renk uhel gant doujañs hag onestiz, o kas d'an emdreuz, en un darempred ma oa dic'houest da dizhout an danvez c'hoant da gentañ ha ma ne c'halle ket ar joï (levenez, plijadur) padout a-hed an amzer.[3] Testeniekaet eo ar garantez lez da gentañ-penn gant ur bern lennegezh, ar roudoù kentañ anezho a gaver e barzhoniezh troubadours rannvroioù okitanek Rouantelezh Bro-C'hall ( Dugelezh Akitania , Kontelezh Toloza , Limousin ).

En em ledañ a reas ar mennozh-se dre Europa a-bezh, o tont war wel el lennegezh alamanek (Minnesänger), italianeg (meuliñ a rae Dante oberennoù zo), saoznek, kastilhaneg ha portugalek. Lezel a reas ur roud padus war oberennoù ar varzhed er prantadoù war-lerc'h.

Ar varzhez Marie de France a oa e-touez ar skrivagnerien a dermenas ar fin'amor, ar garantez kourtes. E teir eus daouzek kontadenn Marie de France e arouez an evn ar varzhez o kanañ ar garantez lez : Yonec, ur sparfell voan ; Eliduc, un alarc'h ; Laustic, un eostig[4].

Karantez e bed al lennegezh : koubladoù brudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hengoun Istorioù karantez reuzeudik a zeu eus an Henamzer. Unan anezho eo Pyramos ha Thisbe, eus Metamorfozoù gant Ovidius, a gaver heñvelrevidi ouzh istor Shakespeare : Romeo ha Julieta. Kerent an amourouzien a zispriz an eil egile, ha Pyramus pe Romeo a gred dre gaou eo marv e garedig Thisbe pe Julieta.[5]

Karantez ha revelezh : ur c'houblad nevez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E-touesk arouezioù all, ar pok a zo peurliesañ eztaol ar garantez a-vremañ, evit ar re yaouank, pa vez asant.

Er bed kornôgel hag er sevenadur europat e vez liammet ar garantez ouzh ar revelezh, dreist-holl abaoe ar bloavezhioù 1960. E-kerzh eil hanterenn an XXvet kantved e voe treuzfurmet an darempredoù sokial gant ar c'hemmoù kevredigezhel. Ensavadur an dimeziñ a oa bet un dra ret evit ezteurel ar revelezh. Digresk an dimeziñ ensavadurel adalek ar bloavezhioù 1970 a lakaas ar pratikoù reizhel da vezañ un elfenn greiz en emsavidigezh, hag an eskemm reizhel etre ar c'houbladoù a zeuas da vezañ un darvoud diazez evit an darempred pe ar c'houblad. Adalek ar bloavezhioù 1970 e teuas ar revelezh da vezañ diazez ha nerzh ar vuhez pried[6].

  1. 1,0 ha1,1 (en) Cohen, Rip; Parkinson, Stephen (2013). 2: The Medieval Galician-Portuguese Lyric. In Parkinson, Stephen; Alonso, Cláudia Pazos; Earle, T. F. (Embannadur). A Companion to Portuguese Literature (reprint ed.). Boydell & Brewer. p. 27–28
  2. (en) Bringle, Robert G.; Winnick, Terri; Rydell, Robert J. (2013-04-01). The Prevalence and Nature of Unrequited Love. SAGE Open. 3 (2)
  3. (fr) Anne Berthelot, Chapitre 1. Littérature et courtoisie [Pennad 1. Lennegezh ha kourtez], e-barzh Histoire de la littérature française [Istor al lennegezh c'hallek], Presses universitaires de Rennes, coll. « Histoire de la littérature française », 2006
  4. (fr) D. Delcourt, Oiseaux, ombres, désir : Écrire dans les lais de Marie de France [Evned, skeudoù, c'hoant : Skrivañ e lez Marie de France], e-barzh MLN (en), vol. CXX, no 4, p. 807-824, JHUP, Baltimore, 2005.
  5. (en) Halio, Jay (1998). Romeo and Juliet: A Guide to the Play. Westport: Greenwood Press.
  6. (fr) Michel Bozon, 2009, Jeunesse et sexualité (1950-2000) : De la retenue à la responsabilité de soi [Yaouankiz ha reizhded (1950-2000): eus ar strishadur d'an emgefridi], Jeunesse oblige : Une histoire des jeunes en France (XIXe-XXIe siècle) [Kefridioù ar re yaouank : Istor ar yaouankiz e Bro C'hall (XIXvet-XXIvet kantved)], Presses Universitaires de France