Mont d’an endalc’had

From

Eus Wikipedia
Roue ar fromoù gant Robert Plutchik.
Eizh from tennet eus ur manga, en o zouez (eus an tu kleiz d'an tu dehou) : bezañ nepliv, bezañ en e laouenañ, bezañ plijet, bezañ teñval e benn, mont e gouez, kaout kerse gantañ, mouzhañ, chom etre daou soñj. A sevenadur da sevenadur e cheñch an doareoù da ziskouez fromoù en dremmoù ; gant mediaioù evel ar mangaoù e teuint da vezañ ingal a-dreuz ar bed.

Ur from zo un arnodad psikofiziologek, kreñv ha kemplezh hag a bad e-pad un amzer verr a-walc'h goude ur c'hrog kentañ taer, bevet gant unan bev, e framm-spered arbennet gant un dra a c'haller merkañ abalamour d'al levezonoù e-barzh (biokimiezh) pe e-maez ar c'horf (troadurioù).

Ereet e vez ar fromoù hag ar santimantioù zo : klotañ a ra ar santimantoù gant un amzer hirroc'h hag ur framm kempleshoc'h (soñjoù maget gant ar feiz pe ar skiant-prenet hag all).