Pêr Abalard
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Bro-C'hall, Frañs |
| Anv e yezh-vamm an den | Pierre Abélard |
| Anv ganedigezh | Pierre Abélard |
| Anv-bihan | Pierre |
| Anv-familh | Abelard |
| Deiziad ganedigezh | 1079 |
| Lec'h ganedigezh | Ar Palez |
| Deiziad ar marv | 21 Ebr 1142 |
| Lec'h ar marv | Chalon-sur-Saône |
| Lec'h douaridigezh | Héloïse and Abélard's tomb |
| Pried | Héloïse d’Argenteuil |
| Bugel | Astralabe |
| Den heverk | Peter the Venerable, Bernard de Clairvaux |
| Yezhoù komzet pe skrivet | latin |
| Yezh implijet dre skrid | latin |
| Tachenn labour | prederouriezh, scholasticism |
| Karg | Q132810959 |
| Bet war ar studi e | École cathédrale de Paris |
| Bet studier da | Roscellinus, William of Champeaux |
| Studier | John of Salisbury, Hilarius, Robert of Melun, Berengar of Poitiers |
| Relijion pe kredenn | Katoligiezh |
| Urzh relijiel | urzh Sant Benead |
| Oberenn heverk | Sic et Non, Dialectica, Hymnarius Paraclithensis, Historia Calamitatum |
| Luskad | Classical period, scholasticism, anvelouriezh |
| Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |

Abalard[1] (1079-1142), Abailard pe Abélard e galleg, Abaelardus e latin, a oa ur c'helenner, ur prederour, un daelerer, un teologour kristen, ur barzh latin hag ur sonaozer eus ar Grennamzer, genidik a Vreizh. Tad ar skolastik hag ijiner ar veizegouriezh e voe. Gwaz Loiza e voe ivez.
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abailard a oa e anv-badez. Abalard eo e stumm brezhonek hag Abélard e stumm gallek a-vremañ. Ne oa ket anvioù-tiegezh d'ar mare-se. Graet e veze an diforc'h etre an dud dre o lec'h orin. "Abailard du Palais" a vije bet e anv boutin eta. E eil anv-badez a oa Pierre, moarvat peogwir e voe badizet da zeiz sant Pêr. An anv-badez-se eo a voe implijet e-pad e vuhez manac'h. Setu perak e anver anezhañ Pêr Abalard ivez.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e voe er Palez, nepell diouzh Naoned, er ur familh nobl. E dad Béranger, desavet e lêz an dug Alan IV, a oa e servij Mazheaz II, kont Naoned. E vamm Lucie a oa hêrez he zad, aotrou Ar Palez. Mont a reas Abalard war ar studi kentoc'h eget bezañ milour, daoust da vezañ ar mab hênañ. Studiañ a reas gant ar prederour Roscellinus (~1050 – ~1121) e Loches. Studier e voe e traoñienn al Liger etre 1093 ha 1100. E 1100 ez eas da Bariz da heuliañ kelenn Guillaume De Champeaux.
Etre 1101 ha 1107 e voe mestr kelenner e Melun ha goude Corbeil. Etre 1108 ha 1011 e voe kelenner e Pariz, ha diazezañ a reas e skol hag a gemeras ur brud etrebroadel. Kuitaat a reas Pariz evit mont da welout e gerent er Palez e 1112, hag o doa divizet mont da lean ha leanez, evit kemer perzh el lid[2]. Beajiñ a reas ivez betek harzoù Andalus an Almoravided, ha kejañ a reas gant ar c'helenner ha prederour saoz Adelard Bath e León.
Brudet eo e garantez ouzh e wreg Loiza (~1092 – ~1164), a grogas e 1113. Ur mab, Astralabe o devoe, ganet er Palez ivez e 1116. Brudet eo al lizhiri a skrivjont an eil d'egile, hag an doare kriz ma voe kastizet abalamour da se : spazhet e voe war urzh eontr Loiza, ar chaloni Fulbert, e miz Eost 1117. Goude se e yeas Loiza da leanez en Argenteuil, hag Abalard a yeas da vanac'h en abati Saint-Denis, e-kichen Pariz.
E 1121 e skrivas e levr skolastek brudet Sic et non. Distreiñ a reas da Vreizh evit bezañ abad Lokentaz etre 1127 ha 1132. E 1132 e skrivas Istor ma gwalleurioù, an emvuhezskrid kentañ.
War an hent da Roma e 1141 evit breutaat e gaoz goude e eil kondaonidigezh e reas un ehan e prioldi Saint-Marcel e-kichen Chalon-sur-Saône. Kozh ha klañv, eno eo e varvas d'an 21 a viz Ebrel 1142, d'an oad a daou vloaz ha tri-ugent pe tri bloaz ha tri-ugent. Savet e voe ur bez meur dezhañ gant ar frered en iliz-abati.
Liamoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ "Abalard" e Barzaz Breiz : Loiza hag Abalard war wikimamenn
- ↑ Pierre Riché ha Jacques Verger, Des nains sur des épaules de géants : maîtres et élèves au Moyen Âge, Tallandier, 2006, p. 95.
