Gouriz

Eus Wikipedia
Gourizoù a bep seurt.
Gouriz ledan gant ur vrozh hir

Ur gouriz a zo ur vandenn danvez pe lêr (pe danvezioù all) gwevn peurliesañ, stag pe get ouzh an dilhad. Gwisket e vez tro-dro d'an dargreiz a-benn derc'hel ar bragoù. Implijet e vez ivez evel bitrak giz.

Hervez ar c'hiz e vez gwisket ar gouriz uhel pe get : etre an hantergorf hag an divlez. Ma'z eo gourizoù lêr ar re voutinañ ez eus ivez gourizoù danvez pe plastik. Kinklet e vezont ivez : plezhet pe kinklet gant tachoù e c'hallont bezañ. Meur a zoare a zo ivez da lakaat ur gouriz da zerc'hel : gant ur skoulm, gant ul lagadenn pe un doare all da stardañ.

Gourizoù arbennik[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gouriz ur poliser war e labour.
Ar jeneral mec'hikan Francisco Villa a gustume gwiskañ daou c'hourizad boledoù.

Gourizoù micher zo ivez, evel re ar boliserien, ar soudarded, re ar venec'h. Anaout a reer ivez:

Gourizadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv a vez eus gourizadoù e douaroniezh ha steredoniezh.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.