Gustave Courbet

Jean Désiré Gustave Courbet (10 a viz Mezheven 1819 – 31 a viz Kerzu 1877) a oa ul livour gall eus ar skol "realist", en XIXvet kantved.
E Kumun Pariz e 1871, e kemeras perzh.
Perc'henn war madoù oa e familh, un ti feurm er Jura o doa, pinvidik a-walc'h e oant neuze da geñver ar re all.
Er c'hloerdi e voe kaset Gustav, evit kaout un deskadurezh lennegel. Hogen plijout a rae muioc’h dezhañ ar c'hentelioù livañ, e-skoaz d’an dañvezioù all. E skolaj Besançon e oa, hogen ne oa ket a-zevri gant ar studioù klasel, hag e tarempredas da-vat kentelioù an arzoù kaer, re an Ao Charles-Antoine Flajoulot. Da Baris ez eas d'ober studioù war ar gwir. Gant ar studioù gwir e tiskrogas er bloaz 1839-1840, evit mont da vat war an obererezh a vourre gantañ, al livañ. E holl amzer a dremene o livañ en atalier an arzour Charles de Steuben. E mirdi al Louvre ez eas da livañ alies, evel a rae al livourien all, evit dreveziñ ha kopiañ livadurioù arzourien all brudet araozañ. Gant al livadurioù teñval / sklaer hollandad e voe boemet, an hud venetian hag ar wirvoudelezh spagnol. En nevez-amzer 1841, e voe dizoloet arvorioù Normandie gantañ. Gant ur c'heneil dezhañ Urbain Cuenot voe e gentañ troiadenn.
Diskenn a rejont ar Seine e-bourz ur vag, deus Paris d'an Havr. En ur skrivañ de dad e kontas e voe sebezet ha boemet gant seurt ermaeziadeg, gant ar tiez, ar gweledvaoù, an natur...
Deroù 1841, e kredas Coubet kinnig ul livadur da juri ur saloñs : Portraits d'Urbain Cuenot et Adolphe Marlet, neoazh nac'het e voe ganto. Er c'harter latin e voe graet gantañ e annez.
1842 emboltred gant ar c'hi du, un epagneul, hag evit ar wech kentañ e voe aotreet unan eus e daolennoù, en diskouezadeg. Levenez ennañ, diflukañ maez eus an divrud.
Livadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
-
Ar wagenn (1869)
-
-
-
-
Traezhenn e Normandi (1872-75)
-
Etrehttps://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Gustave_Courbet&action=edittat
-
Ar gouronkerez
-
Sal-labour al livour (1855)
-
Ar c'housked (1866)
-
Munudig
-
Orin ar Bed (1866)
-
Ar c'hourenerien (1853)
-
Burutellerezed ed (1854)
-
Proudhon hag e vugale (1865)
-
La rencontre, pe Bonjour Monsieur Courbet (1855)
Levrioù diwar e benn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Georges Riat, Gustave Courbet, peintre, Paris (1906)
- Charles Léger, Courbet, Paris (1929)
- T. J. Clark, Image of the People. Gustave Courbet and the 1848 Revolution, Londres (1973); trad. italienne: Immagine del popolo. G. Courbet e la rivoluzione del' 48, Torino, (1978)
- Robert Fernier, La vie et l'oeuvre de Gustave Courbet, Catalogue raisonné, Lausanne et Paris, 2 volumes, (1977-1978)
- Sarah Faunce and Linda Nochlin, Courbet reconsidered, New Haven and London, (1988)
- Pierre Georgel, Courbet. Le poème de la nature, Paris (1995)
- Pierre Chessex, "Courbet en Eldorado: les années d'exil en Suisse", in Ligeia, dossiers sur l'art, No 41-44 (2002-2003), pp. 82-89