Henriette Bro-C'hall (1727-1752)
| Reizh pe jener | plac'h |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Frañs |
| Anv e yezh-vamm an den | Henriette de France |
| Anv-bihan | Anna |
| Anv-familh | talvoud ebet |
| Titl noblañs | priñsez |
| Deiziad ganedigezh | 14 Eos 1727 |
| Lec'h ganedigezh | Kastell Versailhez |
| Deiziad ar marv | 10 C'hwe 1752 |
| Lec'h ar marv | Kastell Versailhez |
| Doare mervel | abeg naturel |
| Abeg ar marv | Brec'h |
| Lec'h douaridigezh | Basilica of Saint-Denis |
| Tad | Loeiz XV |
| Mamm | Maria Leszczyńska |
| Familh | Tiegezh Bourbon |
| Paeron pe maeron | Louis Henri, Duke of Bourbon, Louise Anne de Bourbon |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
| Micher | brientin, viol player |
| Relijion pe kredenn | Iliz katolik roman |
| Deskrivet dre | Anne-Henriette de France |

Henriette Bro-C'hall (1727-1752) a oa eil merc'h ar roue gall Loeiz XV, ha c'hoar gevell Elesbed Bro-C'hall (1727-1759).
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En 1725 e oa bet dimezet Loeiz XV gant e eontr, dug Bourbon, d'ar briñsez polonat harluet Maria Leszczyńska, 7 vloaz koshoc'h eget ar paotr nevez. Mall a oa reiñ un diskennad da skour gall an Tiegezh Bourbon, pa oa o vont da fall gant ar c'hleñvedoù ha gwallzarvoudoù entre 1711 ha 1714 ; ouzhpenn-se e oa c'hoant da virout ouzh kuruniñ dug Orlañs, a doujet gant dug Bourbon.
Goude an disparti
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa voe aet he c'hoar da Spagn e chomas Madame Henriette el lez, ma veze lavaret "Madame" anezhi. Ne zimezas ket.
Karantez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Karantez he dije bet ouzh he c'henderv, dug Chartres. Da gentañ ne enebas ket ar roue, met dre abegoù diplomatek e rankas o dispartiañ. Gant eured an daou genderv e vefe bet uhelaet re an dug, drouklaouen neuze roue Spagn, tostañ goudevezhour ar roue ma vije marvet an daofin Louis-Ferdinand de France (1729-1765) hep mab bev.
Mamm Gast
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sonerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]