Poltred Madame X

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Portrait of Madame X)
Poltred Madame X

Poltred Madame X, pe Portrait of Madame X e saozneg, pe Madame X hep mui, a reer eus ur poltred livet e 1884 gant al livour stadunanat John Singer Sargent (1856-1925) eus ar vondianez Virginie Amélie Avegno Gautreau (1859-1915), Stadunanadez ivez, hogen eus Louiziana, hag a oa pried ar banker gall Pierre Gautreau. Madame X a voe livet gant Sargent war e c'houlenn.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet e oa kened Virginie Amélie Avegno Gautreau e kevredigezh uhel Pariz, ha ken brudet all kerniel he gwaz dogan.

An daolenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sargent a ziskouez ur vaouez yaouank en ur sae satin du, dispak he divskoaz, he div vrec'h hag he brusk, gwenn evel an erc'h.

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]