Granida
Granida zo ur pezh-c'hoari izelvroek gant Pieter Corneliszoon Hooft skrivet entre 1603 ha 1605, hag embannet en 1615. Un doare bugulgan eo, ha kanet e vez meur a lodenn anezhañ. Berzh a reas er XVIIvet kantved hag awenet e voe meur a livour.
D'ar 1añ a viz Meurzh 1605 e echuas Pieter Corneliszoon Hooft (1581-1647) e bezh. Awenet e oa bet gant e garantez ouzh Ida Quekels, merc'h ur marc'hadour a garas en e yaouankiz.
An istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Pers e krog an istor, war ar maez. Kaoz zo entre ar mesaer Daifilo har ar vesaerez Dorilea. Setu ar briñsez Granida o tostaat, kollet ar paour-kaezh e-kreiz un abadenn chase. Ha setu Daifilo prest d'ankouaat Dorilea.
En eil arvest ec'h adkavomp Daifilo e lez roue Pers ma servij Tisiphernes, un den a lez a glask kaout dorn merc'h ar roue, Granida. Un den all avat, Ostrobas, priñs part, a c'houlenn groñs dimeziñ d'ar briñsez. Duvell a vo etrezo da gouzout gant piv, Ostrobas pe Tisiphernes, ez aio ar briñsez.
Temoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Penndanvez ar pezh eo an enebiezh etre karantez platonek ha gwirvoud ar garantez erotek.
Taolennoù awenet gant ar pezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dirck Van Baburen, Ar mesaer Daifilo a ro d'evañ d'ar briñsez Granida, v.1615-1624.
- Pieter De Grebber, Granida et Daifilo, v. 1620.
- Gerrit Van Honthorst, Granida en Daifilo, 1625. Mirdi Utrecht.
- Hendrick Ter Brugghen, Granida ha Daifilo, 1625.
- Jan Miense Molenaer, Granida ha Daifilo, 1632.
- Jacob Adriaensz. Backer, Granida ha Daifilo, v.1635.
- Nicolaes Berchem, Paysage avec la Rencontre de Granida ha Daifilo, v.1646-1649.
- Jan van Noordt, Granida ha Daifilo, 1663.
- Gerbrand Van den Eeckhout, Poltred ur paotr en Daifilo, 1642.
- Gérard de Lairesse, Granida ha Daifilo, v.1665-1668
- Bartholomeus Van der Helst, Poltred Anna du Pire en Granida, 1660.
- Pieter Van der Werff, Granida ha Daifilo, 1711.
-bloaziadoù dianav:
- Pieter Codde (marteze), Granida ha Daifilo
- Jan Mytens, Poltredoù tud yaouank en Granida ha Daifilo
- Nicolaes Moeyaert, Granida ha Daifilo.