Sarah Bernhardt
Sarah Bernhardt | |||
---|---|---|---|
Luc'hskeudenn gant Félix Nadar, war-dro 1878 | |||
Anv gwirion : | Henriette-Rosine Bernhardt | ||
Ganedigezh : | 22 a viz Gwengolo 1844 e Pariz | ||
Marv : | 26 a viz Meurzh 1923 e Pariz | ||
Broadelezh : | gall | ||
Barregezhioù | |||
Pennañ : | aktourez | ||
Resped : | 1862 - 1922 | ||
Sarah Bernhardt, pe Henriette-Rosine Bernhardt hervez hec'h anv orin, ganet d'an 22 a viz Here 1844 e Pariz, ha marvet eno d'ar 26 a viz Meurzh 1923, a oa ur gomedianez c'hall. Izelvroadez e oa he mamm, Judith-Julie Bernardt (1821-1876). Dianav eo he zad, ha marteze ne oa ket gall kennebeut.
He mamm, c'hoant ganti da vezañ ur gourtizanez a-bouez eus an Eil Impalaeriezh c'hall, a gasas anezhi diwar he zro evit bezañ dieupoc'h. Kaset e voe neuze Sarah Bernhardt da Gemperle pa oa bugelig. Chom a reas pemp bloaz er vro hag ar brezhoneg e voe he yezh kentañ.
E 1853, d'an oad a nav bloaz, e voe kaset d'ur gouent e Versailhez, ma teskas galleg.[1]
E 1858, d'an oad a 14 vloaz, e voe en ur skol c'hoariva, hag e 1862 e krogas gant ar vicher ; a-drugarez da berzhioù e Phèdre ha da La Dame aux Camélias e teuas buan da vezañ brudet. Daoust ma ne rae nemet gant ar galleg e oa brudet en darn vrasañ eus Europa hag e Stadoù-Unanet Amerika. Abalamour d'he doare-bevañ gwallskouerius e voe kalz tabut avat.
E 1905 e c'hloazas he gar ha ret e voe he dic'hariñ. Daoust d'ar gwallzarvoud-se ne baouezas ket da c'hoari, met ret e veze da skoazellerien he dougen betek al leur-c'hoari peogwir ne c'helle ket bale ken. E 1922 e voe an dro diwezhañ d'he gwelet war ul leurenn. Marvet eo e 1923 e Pariz, diwar ur c'hleñved en he lounezhi.
Filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1900 : Le Duel d'Hamlet gant Clément Maurice
- 1908 : La Tosca gant André Calmettes
- 1910 : Hamlet gant André Calmettes
- 1912 : La Dame aux Camélias gant André Calmettes ha Henri Pouctal ; perzh : Camille
- 1912 : Adrienne Lecouvreur gant Louis Mercanton ha Henri Desfontaines
- 1912 : La Reine Élisabeth gant Louis Mercanton, Henri Desfontaines ha Gaston Roudès
- 1912 : Sarah Bernhardt à Belle-Isle - diellfilm ; perzh : Sarah Bernhardt hec'h-unan
- 1915 : Mères Françaises gant Louis Mercanton ha René Hervil; perzh : unan eus klañvdiourezed ar Groaz-Ruz
- 1915 : Ceux de chez nous gant Sacha Guitry ; buhezfilm
- 1916 : Jeanne Doré gant René Hervil ha Louis Mercanton
- 1919 : It happened in Paris gant David Hartford ; ganti eo savet an istor
- 1923 : La Voyante gant Léon Abrams ha Louis Mercanton (diechu)
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Brandon, Ruth. Being Divine: A Biography of Sarah Bernhardt. London: Mandarin, 1992.
- Gold, Arthur and Robert Fitzdale. The Divine Sarah: A Life of Sarah Bernhardt. New York: Alfred A. Knopf, 1991.
- Lorcey, Jacques. Sarah Bernhardt, l'art et la vie, Paris : Éditions Séguier, 2005. 160 pages. Avec une préface d'Alain Feydeau. ISBN 2-84049-417-5.
- Menefee, David W. Sarah Bernhardt in the Theater of Films and Sound Recordings. North Carolina: McFarland, 2003.
- Menefee, David W. The First Female Stars: Women of the Silent Era. Connecticut: Praeger, 2004.
- Ockmann, Carol and Kenneth E. Silver. Sarah Bernhardt: The Art of High Drama New York: Yale University Press, 2005
- Skinner, Cornelia Otis. Madame Sarah. Paragon House, 1966.
- Snel, Harmen. "The ancestry of Sarah Bernhardt; a myth unravelled", Amsterdam, Joods Historisch Museum, 2007, ISBN 978-90-802029-3-1
Liammoù diavaz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Hélène Tierchant, Sarah Bernhardt : Madame Quand même, éd. SW-Télémaque, coll. « Grands docs », 2009 (ISBN 978-2-7533-0092-7)