Sacha Guitry
Neuz
Sacha Guitry
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Frañs |
| Anv e yezh-vamm an den | Sacha Guitry |
| Anv ganedigezh | Alexandre-Georges-Pierre Guitry |
| Anv-bihan | Sacha |
| Anv-familh | Guitry |
| Lesanv | Jacques Lorcey |
| Deiziad ganedigezh | 21 C'hwe 1885 |
| Lec'h ganedigezh | Sant-Petersbourg |
| Deiziad ar marv | 24 Gou 1957 |
| Lec'h ar marv | Pariz |
| Doare mervel | abeg naturel |
| Abeg ar marv | krign-bev |
| Lec'h douaridigezh | bered Montmartre |
| Tad | Lucien Guitry |
| Mamm | Renée Delmas |
| Breur pe c'hoar | Jean Guitry |
| Pried | Jacqueline Delubac, Geneviève Guitry, Charlotte Lysès, Yvonne Printemps, Lana Marconi |
| Kar | René de Pont-Jest |
| Yezh vamm | galleg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
| Yezh implijet dre skrid | galleg |
| Lec'h bac'hañ | Drancy concentration camp, Fresnes Prison |
| Bet war ar studi e | Lycée Janson de Sailly |
| Oberennoù zo en dastumad | Victoria and Albert Museum |
| Ezel eus | Académie Goncourt |
| Rummad tost | Category:Films directed by Sacha Guitry |
| Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
| Documentation files at | SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts |
Alexandre-Pierre Georges Guitry, anavezetoc'h evel Sacha Guitry, ganet d'an 21 a viz C'hwevrer 1885 hag aet da Anaon d'ar 24 a viz Gouhere 1957, a oa un aktour c'hoariva, aktour filmoù, filmaozer, senarier, ha skrivagner c'hoariva eus ar c'hoariva boulevard. Bez e oa mab an aktour gall Lucien Guitry, hag evel an tad e oa aet ar mab da aktour. Deuet e oa da vezañ brudet dre e rolloù er c'hoariva, dreist-holl er stumm boulevard. Bez e oa bet ivez ur skrivagner pezhioù-c'hoari puilh, pa voe skrivet 115 pezh-c'hoari gantañ a-hed e vuhez[1]. Dimezet e oa bet pemp gwech, bepred gant aktourezed brudet ha kendalc'het mat ganto memes ur wech dizimezet. An hini vrudetañ en o zouez e oa Yvonne Printemps, a oa dimezet gantañ eus 1919 betek 1932.