Henri Pouctal

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Henri Pouctal,
luc'hskeudennet a-raok 1920.
Le Comte de Monte-Cristo (1918) :
a-gleiz : ?,
e-kreiz : Léon Mathot (Edmond Dantès),
a-zehou : Nelly Cormon (Mercédès Herrera).

Henri Pouctal, bet ganet d'an 21 a viz Here 1856 e La Ferté-sous-Jouarre (Seine-et-Marne) hag aet da Anaon d'an 3 a viz C'hwevrer 1922 e Pariz, a oa un aktour (c'hoariva ha sinema) hag ur filmaozour gall.

Daoust dezhañ bezañ kouezhet e puñs an avel hiziv an deiz, Henri Pouctal a voe un den meur e bedig-bed sinema e amzer.

Kroget en devoa gant e vicher a filmaozour evit gwir evel skoazeller da André Calmettes ha Charles Le Bargy da-geñver filmañ L'Assassinat du duc de Guise e 1908.