Eil Impalaeriezh c'hall
Deiziad krouiñ | 2 Kzu 1852 ![]() |
---|---|
Anv ofisiel | Second Empire ![]() |
Perzhiad e | Second Opium War ![]() |
Yezh ofisiel | galleg ![]() |
Kan broadel | Partant pour la Syrie ![]() |
Kevandir | Europa ![]() |
Stad | Bro-C'hall ![]() |
Kêr-benn | Pariz ![]() |
Daveennoù douaroniel | 48°51′23″N 2°21′8″E ![]() |
Renad politikel | Monarkiezh vonreizhel, dual monarchy ![]() |
Penn ar Stad | Napoleon III ![]() |
Korf lezenniñ | Parlamant gall ![]() |
Moneiz | French franc ![]() |
Bet erlec'hiet gant | Trede Republik c'hall ![]() |
Erlec'hiañ a ra | Eil Republik c'hall ![]() |
Deiziad kregiñ | 1852 ![]() |
Deiziad echuiñ | 1870 ![]() |
Deiziad divodañ | 4 Gwe 1870 ![]() |
Banniel (deskrivadur) | Banniel Frañs ![]() |
Ardamezioù | Ardamezioù Frañs ![]() |



An Eil Impalaeriezh c'hall (Galleg: Second Empire) a oa ur sistem bonreizhel ha politikel savet d'an 2 a viz Kerzu 1852, pa zeuas Louis-Napoléon Bonaparte, prezidant an Eil Republik c'hall, da vezañ Napoléon III, Impalaer ar C'hallaoued. Ar ren politikel-se a vo diskaret e 1870 pa vo savet an Trede Republik c'hall.
Abaoe al levr L'Histoire de la France contemporaine gant Ernest Lavisse, e vez gwelet daou brantad en Eil Impalaeriezh :
- an hini kentañ, an doare aotrouniek etre 1852 betek 1860,
- an eil, ar prantad frankizour etre 1860 ha 1870.
Diskaret e voe an Eil Impalaeriezh d'ar 4 a viz Gwengolo 1870 goude Emgann Sedan, e-pad ar brezel a-enep Prusia, un nerzh hag a oa o kreskiñ en Europa hag a oa sturiet gant ar c'hañseller Otto von Bismarck.
Taol-stad 1851
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]* Pennad spisoc'h: Taol-Stad an 2 a viz Kerzu 1851
Taol-Stad an 2 a viz Kerzu 1851 a grou an Eil Impalaeriezh. Fin eo d'an emgann politikel etre ar strollad Parti de l'Ordre (muiañ-niver er parlamant) hag ar Vonapartisted aotrouniek. En ur implij doareoù tort difennerien ar republik a implije arguzenn reizhded ar vonreizh, ar vonapartisted a zisklêr bezañ a-du kren gant ar vouezhiadeg hollek, met lakaet da dalvezout kreñvoc'h evit galloud ar vonreizh. Goulennet e vez d'ar bobl bezañ mammenn nemetañ reizhded ar galloud. Lakaet e vez en-dro ar vouezhiadeg hollek paotr a oa bet gwanaet gant ar vodadeg vroadel. Ouzhpenn da-se e vez restaolet ar gwir d'ar voterien da votiñ end-eeun evit o c'hannaded.
Distro an Impalaeriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar bazenn kentañ da aozañ distro Impalaeriezh voe lakaet gant bonreizh ar 14 a viz C'hwevrer 1852. Kreñvaet eo galloud Penn ar Stad ha aozet dilennadegoù nevez. Ma chom digor an dilennadegoù d'an enebiezh, un toullad Republikaned a voe kaset maez eus ar vro, Adolphe Thiers (hag a tistroas diwezatoc'h) ha Victor Hugo en o zouez. E-pad diskar-amzer 1852, beajiñ a reas Louis-Napoleon e Bro-C'hall a bez a-raok stalañ an Eil Impalaeriezh dre referendum.
Ankeniet e voe ar galloudoù estren gant distro an Impalaeriezh. Ma oant laouen gant fin an drubuilhoù dispac'hel er penn kentañ, soñjal a reont en-dro ouzh brezelioù Napoleon Iañ en Europa a-bez. Met e niz a zinerc'has ar gouarnamantoù estren hag ar meno foran en ur brezegenn brudet disklêriet e Bourdel e-pad e veaj : " Un nebeud a lâr : an Impalaeriezh a dalv brezel. Me da lâr : an Impalaeriezh a dalv ar peoc'h. Aloubiñ, ya : aloubiñ gant an emglev, ar relijion ha skiant ar mad. Ur bern takadoù gouez on eus da urzhiañ, gant hentoù da zigeriñ, porzhioù da gleuziañ, hentoù-houarn da glotañ (...). Bez on eus da dostaat ouzh Amerika dre porzhioù ar C'hornôg. Bez on eus dreist-holl rivinoù da sevel en-dro, doueed faos da ziskar ha wirionezioù da ezteurel. Setu penaos e soñjan an Impalaerizeh, ma teufe anezhañ da zistreiñ"[1]. Ur wech distroet e Pariz e voe lakaet ar pobl da vouezhiañ evit adstalañ an impalaeriezh : asantet eo gant 7 824 129 annezidi, nac'het gant 253 149 anezho. Tro 2 vilion na gemeras ket perzh er vouezhiadeg.
Politikerezh diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En desped d'ar pezh disklêriet gant Louis-Napoleon, deuet da vezañ Napoleon III d'an 2 a viz Kerzu 1852 (un deizad dibabet da vezañ ur bloavezh goude e daol-stad, met ivez deiz-ha-bloaz trec'h Austerlitz), emezellañ a reas an Impalaeriezh e brezelioù en diavaez. Ur wech suraet e gevredad gant Bro-Saoz ar rouanez Viktoria, emezellañ a reas Bro-C'hall diouzh ar Reter e-pad Brezel Krimea a-enep Rusia etre 1853 ha 1856. Sikouret e voe ivez dizalc'hourien italian kevreet gant Rouantelezh Piedmond-Sardegna da zieubiñ Norzh Italia ouzh soubidigezh Aostria e 1859 : aloubet eo takad Lombardia gant an Impalaeriezh, hag eskemmet da roue nevez Italia gant Dugelezh Savoia ha Komtelezh Nice, deuet da vezañ gall. Emezellañ a reas ivez Napoleon III e Mec'hiko, o harpañ Maksimilian Iañ, un aotrou aostrian, da vezañ Impalaer Mec'hikan a-enep ar Republikaned (1861-1867). Kollet e voe ar brezel mec'hikan ha dilezet gantañ Maksimilian ur wech echu ar Brezel Diabarzh er Stadoù-Unanet, dre ma oa displijet ar gouarnamant amerikan e vefe emezellet ur galloud european en aferioù Amerika. Yann-Vari Deguignet, a gemeras perzh e brezelioù-se, a vurutellas groñs Napoleon III : hervezañ eo bet diskaret skeudenn Bro-C'hall en estrenvro gant brezelioù o servij interestoù an Impalaeriezh hag ar re galloudus, kentoc'h eget sikour ar bobloù d'en em zieubiñ[2].
Kendalc'het e voe ivez gant an Impalaeriezh an trevadenniñ kroget dindan rouantelezh Charlez X. Savet eo ur Ministrezh Aljeria hag an Trevadennoù e 1858. Ma sonjas Napoleon da reiñ un emrenerezh brasoc'h da Aljeria, nac'het e voe ar c'hinnig gant ar velestradurezh ; met roet e vo ar vroadelouriezh gall d'an Aljerianed e 1865, ha dieubet ar penn bras Abd-El Kader. Kreñvaet e voe bezañs Bro-C'hall er Maghreb hag en Afrika er memes koulz : aloubet e voe tiriadoù e Senegal e 1857, brasaet levezon gall war Madagaskar hag ar C'homorez e 1860 ha prennet takad Djibouti e 1862. Emezellañ a reas ivez en Azia o sikour Bro-Saoz a-enep Sina e 1857, gant un emelladenn strizh lec'h ma voe plantet tan da Palez an Hañv an Impalaer Sinaiz. E 1859 e implijas digarez un dagadenn a-enep ur gefridi katolik e Indez-Sina evit kregiñ aloubadeg al ledenez. Ar memes kaderezh a lakao e blas evit emezellañ e Reter-Krenn, lec'h ma tifenno kristenien Siria a-enep un emsavadeg druz, ur vinorelezh relijiel harpet gant Bro-Saoz (1860) : gounezet e voe gant ar C'hallaoued emrenerezh Menez-Liban e-touez an Impalaeriezh Otoman.
En holl e voe lieskemented dre tri ar gorread aloubet gant Bro-C'hall dindan Napoleon III.
Politikerezh diabarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]M'eo bet ur renad aotrouniek da vat, aotreet eo bet gantañ stabilded a vanke da Bro-C'hall evit adtapout an dale en doa tapet war e amezeien da geñver e savadurioù hag e greanteladur. E 1852, Bro-C'hall n'oa savet nemet 3500km hent-houarn, da-geñver 10 000 e Bro-Saoz. E 1870 e oa 20 000km hent-houarn er vro, hag e oa bet savet hentoù bageal nevez war ar stêrioù, da skouer Kanol Naoned-Brest peurechuet dindan e renad ha digoret ez ofisiel gantañ.
Kêr Pariz a zo bet arouez kemmoù bras ar vro e-pad ar mare-se : Hausmann n'eus savet kreiz-kêr ar c'herbenn en-dro, aozet tro-dro ahelioù kehentiñ bras ha ledan, ar pezh n'eus lakaet ar buhez da vezañ yalc'hoc'h eno. Aozet eo bet karterioù nevez evit ar renkad micherel hag a oa o vevañ en ur c'henarroud spontus en a-raok. En hollad, 300 kilometrad hentoù nevez vo savet ha sklêrijennet er c'herbenn.
Politikerezh sokial Napoleon III a dalc'ho ar peoc'h e-pad ar mare. Anavezet eo ar gwir d'herzel al labour e 1864, ha savet deroù gwirioù sokial war al leve hag ar gwallzarvoudoù labour. En desped d'e strivoù, ne deuas ket a-benn an Impalaeriezh da vezañ peurdegemeret gant ar renkad micherel : ul lodenn eus outi a troas kentoc'h war-zu ar redoù dispac'hel kommunour hag anarkour. Adalek 1860 e voe skañvaet tamm-ha-tamm ar politikerezh diabarzh evit reiñ muioc'h a frankiz politikel d'ar c'hazetennoù ha d'an enebiezh politikel. Anvet e voe ar mare digoradur-mañ an "Impalaeriezh Frankizour".
Diskar an Impalaeriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]* Pennad spisoc'h: Brezel Gall-Prusian eus 1870
E 1870, abalamour d'un enkadenn politikel kroget abalamour d'un emgann evit hêrezh Rouantelezh Spagn e voe disklêriet ar brezel d'ar Rouantelezh Prusian. Prientet fall, hep pal sklaer, an arme gall a zo trec'het buan gant an Alamaned. E Sedan e vo tapet ha toull-bac'het Napoleon III un nebeud sizhunvezhioù goude. Daou devezh war-lec'h e voe diskaret an Impalaeriezh gant un emsavadeg Republikan e Pariz. Stalet eo ar Republik d'ar 4 a viz Gwengolo 1870. Padout a reas ar brezel mizioù-pad, met a benn ar fin e voe kollet Elzas-Loren gant Bro-C'hall ha disklêriet unvanidigezh an Impalaeriezh Alaman e Versailhez. Santet e voe evel ur mezh vroadel ha krog a reas emsavadeg Kumun Pariz. Eus e zu, dieubet e voe Napoleon III goude fin ar Brezel, met mervel a reas e Bro-Saoz e 1873.
Bilañs an Eil Impalaeriezh a voe burutellaet groñs gant ar Republikaned dindan an III Republik, betek hiziv, dreist-holl abalamour m'eo bet kollet Elzas gante. Padal, ul levezon kreñv n'eus bet Napoleon III war pennoù ar Stad C'hall, o stalañ mennoz an aroz da saveteiñ ar vro - ur mennoz graet eus bonapartour gant Marx, implijet da heul gant Boulanger, Pétain pe De Gaulle. An Impalaeriezh n'eus ivez roet da Bro-C'hall ul lañs armerzhel ha greantel hag en deus aotreet ar vro da sevel en-dro buan a-walc'h ha da zistreiñ war al leurenn etrevroadel.
- ↑ Prezegenn e Bourdel d'an 9 a viz Here, embannet e Le Moniteur d'an 11 a viz Here 1852
- ↑ Mémoires d’un paysan bas-breton - Wikisource