Otto von Bismarck
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.


Otto Eduard Leopold von Bismarck-Schönhausen, kont Bismarck-Schönhausen, priñs Bismarck, dug Lauenburg, ganet d'ar 1añ a viz Ebrel 1815 e Schönhausen (Proviñs Brandenburg) ha marvet d'an 30 a viz Gouere 1898 e Friedrichsruh (Impalaeriezh alaman) a voe ur politikour hag un den-a-Stad alaman.
Kentañ ministr Prusia e voe etre 1862 ha 1890, ha Bundeskanzler des Norddeutschen Bundes ("Kañseller Kengevread Alamagn an Norzh") etre 1867 ha 1871. Adalek 1871 betek 1890 e voe Reichskanzler des Deutschen Reiches ("Kañseller Impalaeriezh Alaman"). D'ar poent-se en doe ur galloud kreñv-meurbet war istor Europa. Bismarck eo hini en deus lakaet ar stadoù alaman da vout unaniet en un impalaeriezh kreizennet, gant ur framm melestradurel a zo chomet betek hiziv(Daveoù a vank). Ur reizhiad leveoù dre ret evit al labourerien a voe krouet gantañ.
Da gentañ e oa un diplomat evit parlamant ar c'hengevread alaman etre 1851 ha 1862 hag e voe e darempred gant Frañs ha Rusia. E-kerzh an tabut a dremene e parlamant Prusia e voe anvet Ministr kentañ gant ar Roue Wilhelm Iañ e 1862. E-pad e emgann a-enep ar frankizourien e tiskoulmas ar bec'h etre Prusia hag Aostria-Hungaria hag e c'hourlakaas mestroni Prusia war ar bed german a-bezh. Ar brezel gall-prusian eus 1870-1871 a voe renet gantañ, hag e drec'h a zegasas krouidigezh an Impalaeriezh alaman.
Ur politikour mirour e voe ha stourm a reas a-enep al luskad sokial-demokratel. Meur a strollad a voe berzet gantañ er bloavezhioù 1880.
Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e Schönhausen, en ur familh pinvidik e kornôg Berlin. E dad, Karl Wilhelm Ferdinand von Bismarck (1771–1845), a oa ur Junker, da lavaret eo ur perc'henn domani hag ofisour milourel prusian. E vamm, Wilhelmine Luise Mencken (1789–1839), a oa ur verc'h desket mat eus ur penn e gouarnamant ofisiel Berlin. Daou vugel all o doe : ur breur henañ, Bernhard (1810–1893), hag ur c'hoar yaouankoc'h, Malwine (1827–1908). Bismarck a blije dezhañ ar skeudenn a Junker a oa gantañ. Setu perak e plije dezhañ bezañ gwelet en unwiskoù soudard. Bismarck a oa bet desket mat hag ur mailh e oa war ar c'homz. Ouzhpenn an alamaneg, e yezh vamm, e vestronie ar saozneg, ar galleg, an italianeg, ar poloneg hag ar rusianeg.
Skoliet a oa bet e skol Johann Ernst Plamann, hag e skol Friedrich-Wilhelm ha Graues Kloster evit an eil derez. Etre 1832 ha 1833, e oa bet o studiañ ar Gwir e Skol-veur Göttingen, eno e oa ezel eus ar Corps Hannovera Göttingen. Goude-se e oa bet e Skol-veur Berlin (1833–1835).