Jacopo Tintoretto

Jacopo Tintoretto (1518-1594), zo ul livour italian, eus ar XVIvet kantved, unan eus re vrudetañ skol Venezia, hag an hini diwezhañ eus livourien veur an Azginivelezh italian.
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Jacopo Comin e oa e wir anv. Kement-se ne oa ket anavezet ken e oa bet kavet gant Miguel Falomir, penn kevrenn al livouriezh italian e Mirdi ar Prado e Madrid, hag embannet a-benn ar fin da-geñver diskouezadeg veur oberennoù Tintoretto er mirdi[1].
En yaouank e veze graet Jacopo Robusti anezhañ, war-lerc'h e dad, abalamour ma oa un den kreñv a'r c'hreñvañ, hag en devoa difennet perzhier Padova a-enep soudarded an Impalaer santel.
Dont a ra e lesanv Tintoretto eus micher e dad, Battista Robusti, a laboure en ul liverezh dilhad (tintorìa en italianeg).
E vab Domenicho ivez a veze lesanvet heñvel.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa d'an 29 a viz Gwengolo 1518 e Venezia, hag eno e varvas d'an 31 a viz Mae 1594.
Diskibl e oa d'al livour meur Tizian. Diouzh a lavarer e oa trec'h d'e vestr evit c'hoari gant al livioù hag ar skeudoù. Marteze eo se zo kaoz ma ne chomas nemet e-pad un toullad mizvezhioù gant ar mestr. Troet e oa gant doareoù ar mannierismo toskan ha Roman a veze skignet e Venezia gant tud evel Sansovino, Salviati ha Schiavone.
Il Furioso a veze graet anezhañ abalamour d'an nerzh a zispigne da livañ. E zoare da implij ar gouloù a rae anezhañ ur rakbarok en ur stumm. E-touez e oberennoù brudetañ emañ an aridennad livadurioù diwar-benn buhez Jezuz Nazaret ha Mari er Scuola Grande de San Rocco e Venezia, ma voe anvet da ginkler ofisiel anezhi en 1564.
Meur a oberenn zo bet skrivet gant Jean-Paul Sartre diwar-benn Tintoretto. Bri a zouge da Vichelangelo Buonarotti a levezonas e zoare da dresañ.
Oberennoù brudetañ Tintoretto eo al livadurioù en deus graet eus buhez Jezuz hag ar Werc'hez, er Scuola Grande di San Rocco,
Taolennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Burzhud ar sklav, 1548
-
Suzana hag ar gozhidi, 1555-1556
-
Sant Jord hag an aerouant, e-tro 1560
-
Jacopo Sansovino, 1560-1570
-
Kavidigezh korf Sant Mark, e-tro 1562
-
Dougen korf Sant Mark, 1562-1566
-
Kroazstagadur Jezuz, 1565
-
Danae, e-tro 1570
-
Ar C'hrist war aod Mor Galilea, 1570-1575
-
Orin ar Via Lattea, e-tro 1575-1582
-
Emgann Taro, 1578-79
-
Federico II o kemer Parma e 1521, 1578-1579
-
Ar Bignidigezh, 1579-1581
-
Ar prokulor Marco Grimani, e-tro 1580
-
Ar C'hrist gant Mari ha Martha, 1580-1590
-
Poltred ur vaouez dispak he bruched, 1580-1590
-
Ar goan ziwezhañ, 1592-1594
-
Magdalena penitente, 1598-1602
-
Ar gwerc'hed fur hag ar gwerc'hed foll, bloaz dianav
-
Goueladeg war ar C'hrist marvet, bloaz dianav
-
Kavidigezh Moizez, bloaz dianav
-
Maouezed o seniñ, bloaz dianav
Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Spanish curator uncovers true name of Tintoretto, CBC, 21/01/2007