Maria Paoletta Buonaparte

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Nuvola apps kworldclock.svg Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad: krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Poltred Maria Paoletta Buonaparte, gant Robert Lefèvre, 1806
Pauline Bonaparte, gantFrançois-Joseph Kinson (1808)

Maria Paoletta Buonaparte (Pauline Bonaparte hervez stumm gallekaet hec'h anv, Pauline Borghese diwar anv he fried), ganet e 1780 , a oa eil merc'h Carlo Buonaparte ha Maria Letizia Ramolino. Brudet eo da vezañ ar goantañ eus c'hoarezed Napoleone Buonaparte, hag an dostañ d'he breur impalaer.

Ganet e oa d'an 20 a viz Here 1780 en Aiacciu, ha marvet d'an 9 a viz Mezheven 1825 e Firenze.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

He yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ne ouzer ket gwall dra eus he bugaleaj. En 1793 ez eas gant he mamm, evel ar vugale all, war an douar-bras. Meur a baotr yaouank a reas al lez dezhi e kastell Salé en Antibes ma edo an tiegezh o chom goude seziz Toulon :Junot, un ofiser dindan he breur, Stanislas Fréron, un dispac'her hag a zisplije d'ar jeneral Buonaparte. Se zo kaoz, evit lakaat fin d'o darempred, e voe galvet gant he breur da gastell Mombello, e-tal Milano, ma edo eñ o chom evel trec'hour.

Eured[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre ma oant deuet da vout Gallaoued e felle da Napoleone gallekaat o anvioù, ha sede penaos e troas Maria Paoletta da Pauline. E 1797 e reas dezhi dimeziñ da Charles Victor Emmanuel Leclerc, unan eus gwellañ jeneraled ar Republik. Un tamm a-raok en doa nac'het dorn he c'hoar ouzh Léonard Duphot, a voe lazhet e Roma e 1797 e-kreiz un emsavadenn. (Div c'hoar yaouank Charles Leclerc a voe dimezet, unan da Louis Nicolas Davout, a vo ur jeneral brudet,hag eben d'ur jeneralFriant). Eured Pauline a vo lidet d'ar 14 a viz Mezheven 1797. Bloaz goude e c'hanas ur mab anvet Dermid, diwar barzhoniezh Ossian, a oa diouzh ar c'hiz ken e oa. Mont a reas gant he fried da Saint-Domingue da vougañ emsavadeg Toussaint Louverture. Daoust da c'halloud he breur hag abalamour da ezvezañs he fried a veze o vrezeliñ amañ hag ahont he devoe Pauline serc'heien diouzh an druilh e Saint-Domingue, gant ofiserien ha soudarded. Daoust da se e reas war-dro he fried en devoa tapet an derzhienn velen.

Mervel a reas Charles Leclerc d'ar 1añ a viz Du 1802. Glac'haret bras Pauline, a droc'has he blev da lakaat en e arched. Lakaat a reas kalon he fried en ul lestrig-kañv da gas ganti da Vro-C'hall.

Ha buan setu he breur Kentañ Konsul da glask ur pried nevez dezhi, ha da gavout Camillo Borghese, ur priñs roman, dezhañ palez, douaroù, ha leveoù.

Graet an eured en 1803 e Mortefontaine e domani o breur henañ Giuseppe Buonaparte, ha prenet e voe dastumadeg pezhioù arzel an tiegezh Borghese gant Buonaparte evi he lakaat e Mirdi al Louvre. Buan e skuizhas Pauline gant Roma ha mont a reas da chom da Kastell Neuilly, m'he devoa ul lez, tra ma'z eas Camillo da ofiser en arme he breur.

En 1804 edo Pauline o chom rue du Faubourg-Saint-Honoré en otel Charost (ma teuas kannati Breizh-Veur goude).


He marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da fall ez eas he yec'hed ha mervel a reas e Firenze, 4 bloaz war-lerc'h he breur, d'an 9 a viz Mezheven 1825, ha hi 45 bloaz, divugel, inquiétée pour avoir essayé de rapatrier son frère de Sainte-Hélène. Da Roma e voe kaset hec'h arched, ha hiriv emañ e chapel Borghesiana e Sainte-Marie Majeure Roma.

Arz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwener Canova[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Maria Paoletta Buonaparte eo ar Venus Victrix kizellet gant gant Antonio Canova.

Lavaret e veze e oa kaerañ maouez hec'h amzer. Brudet eo an delwenn varmor savet dezhi gant ar c'hizeller Antonio Canova, evel Venus Victrix, m'he gweler hanter noazh hag en he hanter gourvez. Urzhiet e oa bet gant Camillo Borghese, pried ar briñsez, ha breur-kaer da Napoleone Buonaparte, ha graet e voe an oberenn e Roma etre 1805 ha 1808, war-lerc'h an eured. Kaset e voe an delwenn da di g-Camillo, da Dorino, ha da Genoa goude. Ne erruas er Galleria Borghese e Roma nemet war-dro 1838.

La Galatea[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un oberenn all zo gant Canova, La Galatea, diwar batrom Pauline ivez : en mirdi San Martino emañ an oberenn orin, en mirdi Mulini, en Enez Elba ez eus un addelwenn (copie) à l'île d'Elbe.