Maria Letizia Ramolino

Eus Wikipedia
Letizia Bonaparte he sae lez dindani
Livadur gant Robert Lefèvre (1813).

Maria Letizia Ramolino a oa ur vaouez eus Korsika ganet d'ar 24 a viz Eost 1750. Merc'h e oa da Jean-Jérome Ramolino ha da Angela Maria Pietra-Santa .

A orin italian e oa he ziegezh, diskenn a rae eus konted Colalto; ar c'hentañ anezhe a ziazezas en Aiacciu a oa dimezet da verc'h dodje Genova.

Brudet e oa he c'hened en enez. Kontet ez eus bet e oa bet bodet gant Pascale Paoli, p'edo e barr e c'halloud, holl goantenned Korsika da ziskouez da gannad Tunis, hag edo Maria Letizia er renk kentañ.



Gwaz ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ a eure da Carlo Maria Buonaparte. Lidet e voe an eured d'an 2 a viz Mezheven 1764, pa oa 14 vloaz, ha 13 bugel a voe. Setu int:

E Bro-C'hall hag en Italia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa varvas he gwaz en 1785 e rankas bevañ er baourentez. Met gwellaet e voe stad an tiegezh pan eas hec'h eil mab Napoleone war vicher an armoù. E 1793 e rankas kuitaat Korsika a oa en em savet a-enep Bro-C'hall, da vont da v-Marseille. D'ar c'houlz-se eo e kustumas sellout berr.

Ne oa ket evit en em glevout gant Joséphine de Beauharnais a zimezas gant ar jeneral Bonaparte en 1796. Kontrol d'ar pezh a weler e taolenn David n'eas ket da gurunidigezh he mab en 1804 dre ma ne oa ket a-du gantañ na diwar-bouez e eured na diwar-bouez e gurunidigezh.

Koulskoude e voe anvet, dre un dekred d'an 23 a viz Meurzh 1805, da v-Meurded Impalaerel hag Itron Mamm. Bevañ a rae pell diouzh al lez, e kastell Pont-sur-Seine, profet dezhi gant he mab, diskenn a rae en Hôtel de Brienne pa c'hoarveze dezhi donet da b-Pariz. Galleg ne gomze ket, na biskoazh ne zeskas.

Devot e oa, gwarez a c'houlennas digant ar pab pa voe ret mont d'an harlu, ha mont a reas da chom da Roma, d'ar palez Falconieri gant he hanter-breur ar c'hardinal Joseph Fesch, ha goude d'ar palez Rinuccini. Eno eo e klevas keloù eus marv Napoléon Bonaparte d'ar 5 a viz Mae 1821 hag eno eo e varvas d'an 2 a viz C'hwevrer 1836. E Corneto e voe beziet, met degaset e voe he c'horf da Aiacciu e 1851, ha neuze d'ar Chapel impalaerel en 1860 war urzh he mab-bihan Napoleon III.