Tuniz

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Tunis)
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Photo d'El Menzah et Ennasr.
Gwel war El Menzah, Ennasr ha lenn Tuniz.

Tuniz (تونس, Tūnis en arabeg, Tunes e tamazigh) eo kêr-benn Tunizia hag ar gêr vrasañ er vro-se. 638 845 a dud a zo o chom enni hervez niveradeg 2014, hag ouzhpenn 2 643 000 e "Tuniz Veur", ar meurgêr hag en em zispleg war peder gournelezh, da lâret eo 14% eus poblañs ar vro. Aze emañ kalon buhez armerzhel, kenwerzhel, politikel, melesdraturel ha sevenadurel ar vro.

E norzh ar vro emañ ar gêr, e foñs pleg-mor Tuniz disrannet anezhi dioutañ gant ul loc'h anvet Lenn Tuniz. Enskrivet eo ar Medina, ar c'harter kozh, war Glad bedel an Unesco.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un dra anavezet eo e oa diouzh Tuniz e deroù ar IVvet kantved araok JK. Ur gêriadenn ne oa ken tra ma oa Kartada ur gêr c'halloudus, ha goude-se Kairouan ha Medhia. E 1159 e voe lakaet da gêr-benn gant an Almohaded avat, ar pezh a voe kadarnaet gant Tierniezh an Asfided e 1228, ha pa voe Tunizia dizalc'h eus Bro-C'hall e 1956.

Ar gwarezveli c'hall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Desezet e voe Gwarezveli Bro-C'hall war ar vro e 1881. En em zisplegañ a reas ar gêr fonnus rak e teuas annezidi nevez ha e voe graet labourioù bras a bep seurt : dour, gaz naturel, tredan, treuzdougen foran, aveadurioù sokial. Lakaet e voe e pleustr un armerzh trevannel. Kalz Bretoned a zivroas eno.

E-pad ar Brezel-bed kentañ e voe fuzuilhet ur soudard breizhat e Tuniz gant al lu gall d'an 21 a viz Here 1915.

Tunizia dizalc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude an dizalc'hiezh e voe kadarnaet Tuniz evel kêr-benn ar vro, dre e voe resisaet gant ar vonreizh e rank ar Vodadenn Vroadel hag ar Prezidant bezañ e Tuniz pe en he bannlev. Goude emglevioù Camp David e 1979 etre Ejipt hag Israel e teuas da vezañ sez Kevre ar Stadoù Arab, ha kement-se betek 1990.

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ibn Khaldoun-Kassus

Tud marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Édouard Nowé, ganet d'an 10 a viz C'hwevrer 1888 e Sant-Servan, soudard er 5et batailhon kerzhet troadeien skañv, fuzuilhet d'an 21 a viz Here 1915 gant al lu gall e-pad ar Brezel-bed kentañ evit «muntr, ha klask muntrañ»[1]

Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sinet eo bet kalz emglevioù kenober ha gevelliñ gant kêr Duniz[2] :

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Mémoire des hommes
  2. Kenober etrebroadel kêr Duniz.




Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.