Maria Annunziata Carolina Buonaparte

Eus Wikipedia
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !
Poltred Caroline Murat hag he merc'h e 1807, livet gant Élisabeth-Louise Vigée-Le Brun
Maria Annunziata Carolina Buonaparte, pe Caroline Murat, en dilhad ur goueriadez napolitan, poltredet gant Giuseppe Cammarano, 1813.

Maria Annunziata Carolina Buonaparte, a zo anavezet e galleg evel Caroline Bonaparte, a oa c'hoar d'an impalaer Napoleone Buonaparte. Dugez-veur Berg ha Cleves e oa, kenrouanez Naplez ha Sikilia, priñsez Murat, ha kontez Lipona[1]. Ganet e oa en Aiacciu, Corsica, d'ar 25 a viz Meurzh 1782 – ha marvet d'an 18 a viz Mae 1839 e Firenze), a oa ar seizhvet bugel, eus ar re chomet bev, da Carlo Buonaparte ha Letizia Ramolino. He zud a oa noblañsed vihan. A orin eus Toskana e oa an tiegezh, deuet da chom da Gorsika er XVIvet kantved.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa en Aiacciu e 1782. C'hoar e oa da Joseph Bonaparte, Napoleone Buonaparte, anavezetoc'h en e stumm gallekaet Napoléon Bonaparte, da Luciano Buonaparte, Maria Anna Buonaparte, Luigi Buonaparte ha Maria Paoletta Buonaparte, koshoc'h egeti, ha da Girolamo Buonaparte, a oa yaouankoc'h.

E 1793 ez eas an tiegezh da chom da Vro-C'hall e-pad an Dispac'h gall. Eno ez eas e karantez ouzh Joachim Murat, ur jeneral d'he breur, ha lidet e voe an eured d'an 20 a viz Genver 1800. Ur plac'h yaouank 17 vloaz e oa Maria Annunziata Carolina, gallekaet e Caroline, en amzer-se. Da gentañ ne fellas ket d'ar breur bras Napoleone o lezel da zimeziñ, met a-benn ar fin e voe kendrec'het gant e wreg Joséphine. Caroline a oa bet er skol e St. Germaine diazezet gant Jeanne Campan. Ganti e oa Hortense, merc'h Josephine ha pried breur Caroline, Luigi, pe Louis.

He bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pevar bugel o devoa Maria Annunziata Carolina ha Joachim :

Rouanez Naplez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1806 e teuas da vout dugez-veur Berg ha dugez Kleve. E 1808 ez eas da-heul he fried anvet da Roe Naplez gant he breur Napoleone.


Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Anagram evit Napoli (Naples).