Bacchus

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Bacco e Arianna (Bacchus hag Ariadna), livet gant Tizian.
Penn Bacchus
Bacchus, Museo del Bardo, IIvet kantved
Poull-dour Bacchus, e liorzhoù kastell Versailhez.

Bacchus pe Bakus[1] eo anv doue ar gwin gant ar Romaned, mab da Yaou ha da Semele. Tennañ a ra un tamm d'an doue hellazat Dionysos, met n'eo ket ken pinvidik e bersonelezh evel hini Dionysos: ul lonker eo Bacchus, ha netra ken, doue an debordoù hag an diroll.

Klotañ a rae ivez gant an doue etrusk kozh Liber Pater, ha mesket e veze anvioù an daou zoue hag al lidoù dezhe.

Degouezhout a reas ar c'hiz da azeuliñ an doue hag ar Bachanalia, en Italia war-dro an Eil kantved kent JK. Peogwir e save dizurzh e voe berzet al lidoù gant ar Sened e 186 kent JK.

En amzer an Azginivelezh, pa vo implijet ar mojennoù hellazat eo anv Bacchus hepken a vo adkemeret, evel ma weler en anvioù al livadurioù.

Bacchus en arzoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hoariva[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Delwennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Livadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E yezhoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Dictionnaire Breton-Français, Roparz Hemon

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.