Mont d’an endalc’had

Caravaggio

Eus Wikipedia

Caravaggio
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhDugelezh Milano Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denMichelangelo Merisi da Caravaggio Kemmañ
Anv ganedigezhMichelangelo Merisi Kemmañ
Anv-bihanMichelangelo Kemmañ
Anv-familhMerisi Kemmañ
AnvMichel-Ange de Caravage Kemmañ
Deiziad ganedigezh29 Gwe 1571 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMilano Kemmañ
Deiziad ar marv18 Gou 1610, 1610 Kemmañ
Lec'h ar marvPorto Ercole Kemmañ
Lec'h douaridigezhPorto Ercole Kemmañ
TadFermo Merixio Kemmañ
MammLucia Aratori Kemmañ
Priedtalvoud ebet Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetitalianeg Kemmañ
Micherlivour Kemmañ
Tachenn labourlivouriezh Kemmañ
Bet studier daSimone Peterzano Kemmañ
Strollad etnekItalians Kemmañ
RelijionKatoligiezh Kemmañ
SponsorFrancesco Maria del Monte Kemmañ
LuskadBaroque, Enepdisivouderezh Kemmañ
Tachenngenre painting, religious painting, Divuhez Kemmañ
Prizioù resevetSovereign Military Order of Malta Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://www.caravaggio.org, http://digital.ub.uni-duesseldorf.de/ihd/content/pageview/3674635, http://library.aur.edu/cgi-bin/koha/opac-authoritiesdetail.pl?marc=1&authid=57155 Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Teuliad arzour eFrick Art Research Library Kemmañ
Critical catalogueCaravaggio Studies Kemmañ
Roll elfennoùMirdi brezhonek Caravaggio Kemmañ
Ragazzo che monda un frutto, 1592

Michelangelo Merisi da Caravaggio (Milano, 29 a viz Gwengolo 1571Porto Ercole[1], 18 a viz Gouere 1610), anavezet gwelloc'h evel Caravaggio, a oa ul livour italian.

Unan eus livourien ar skol naturelouriezh italian eo, enebet ouzh ar skol ardaouegezh a rene war ar XVIvet kantved.

Adnevezet en deus an arz en e amzer ha kontet eo da vezañ unan eus ar c'hentañ arzourien al luskad barok.

Brudet eo al livour koulz abalamour d'e arz ha d'e vuhez. Adalek 1600 e oa brudet e Roma evel un arzour dornet-kaer. Diwar neuze ne vankas ket al labour dezhañ, nemet ar berzh a rae a save d'e benn.

Bet eo un den feuls, brusk, hoalus ha dañjerus, enebour d'an urzh, a veze armet, a ouie en em gannañ, hag a lazhas ouzhpenn un den. Kraouiet e voe meur a wech peogwir e nac'he pourmen dizarm e straedoù Roma, goude ma oa difennet.

Ur pennad diwar e benn e 1604 a ziskleir e zoare-bevañ tri bloaz a-raok, a gont « en devoa labouret e-pad pemzektez hag e oa aet da gantren, miz pe zaou, e gleze gantañ ouzh e gostez, ur mevel ouzh e heul, eus an eil sal-dañs d'eben, prest da glask kann pe tabut, ken ne veze ket aes kaout afer outañ. »[2]

E 1606 e rankas tec'hel eus Roma, pa oa klask warnañ abalamour m'en devoa lazhet un den en doa bet kann outañ.

E 1608 edo e Malta, ma'z eas en Urzh Malta, desket ma oa madik war ar relijion, met ne chomas nemet tri miz enni, taolet e voe er-maez anezhi dre m'en devoa lazhet ur c'hamarad eus an Urzh.

Neuze ez eas da Napoli e 1609, ma voe klasket e lazhañ, trawalc'h a enebourien en devoa evit se, hag ac'haleno da Sikilia, ma ne reas nemet gounit enebourien nevez ken na varvas e 1610.

Ilizoù nevez ha palezioù ec'hon a veze savet e Roma war-dro dibenn ar XVIvet kantved ha deroù ar XVIIvet kantved, hag ezhomm a oa livadurioù. Edo an Iliz gant an Enepdisivouderezh, ha klask a oa war-lerc'h ur gwir arz relijiel ac'h aje a-enep ar brotestantiezh, hag evit se ne seblante ket dereat ken an doareoù-micher kozh (re an ardaouegezh), a bade abaoe kant vloaz, hag a gaved artifisiel.

Caravaggio a zegase nevezenti gant e naturalouriezh, un doare-ober savet diwar pizhsellout hag implij chiaroscuro, eleze sklêrijenn ha teñvalijenn.

Brud ha levezon en doe Caravaggio en e vuhez, hogen ankounac'haet e voe er c'hantvedoù war-lerch e dremenvan. Ret e voe gortoz an XXvet kantved evit dizoleiñ pegen kreñv en doa levezonet arz ar C'hornôg. Koulskoude eo bras e levezon war an doare-livañ nevez a zeuas war-lerc'h an ardaouegezh, ar barocco. Andre Berne-Joffroy, sekretour Paul Valéry, a lavare diwar e benn : « Pezh a grog gant labour Caravaggio n'eo nemet al livouriezh vodern. »[3]

An oad tener (1571-1592)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa Caravaggio e Milano[4]. E dad, Fermo Merisi, a oa merour-ti ha kinkler-ti da Francesco Sforza, markiz Caravaggio. E vamm, Lucia Aratori, a oa he zud perc'henned er memes kornad.

E 1576 ez eas an tiegezh da chom da Garavaggio, ur gêr vihan e proviñs Bergamo, evit tec'hel rak ar vosenn a rae he reuz e Milano. Eno e varvas e dad, Fermo, bloaz goude, e 1577.

Krediñ a reer eo e Caravaggio e kreskas ar bugel, met daremprediñ ar reSforza a rae e dud atav hag an tiegezh Colonna ivez. Tost e oa an div familh vras-se an eil ouzh eben, dimezioù a oa bet etre o bugale, ha skoazell a gavas Caravaggio diganto. Ar re Golonna a oa tud c'halloudus e Roma, hag e-kreiz ur rouedad tud a roas skoazell d'an arzour pa voe en diaezamant.

D'e 13 vloaz, e 1584, ec'h eas da Vilano da zeskiñ ar vicher livour gant Simone Peterzano, a lavare bout diskibl da Dizian. Hep mar ebet e reas anaoudegezh gant teñzorioù arzel Milano, gant Ar Goan Ziwezhañ livet gant Leonardo da Vinci a-dra-sur, ha gant arz Lombardia dre vras, dezhañ un doare a roe talvoudegezh d'ar "sell didro hag an evezh ouzh ar munudoù naturel"[5], un arz a oa tostoc'h da naturelouriezh Alamagn eget d'an ardaouegezh a oa diouzh ar c'hiz e Roma.

Krediñ a reer e chomas ur pennad e Milano war-lerc'h echuet gantañ e bennad-diskibl, met marteze ez eas da Venezia hag e welas eno labour Giorgione, a voe lavaret goude ne rae nemet e varmouzañ, ha hini Tizian.

E 1589 e tistroas da Garavaggio betek marv e vamm, ken na voe rannet peadra an tiegezh e 1592. Neuze ez eas da Roma.

Roma (1592-1600)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gant Cesari

War-dro kreiz 1592 e tegouezhas e Roma, “en e noazh hag en ezhomm bras... hep annez na boued... diarc'hant.”[6] Bod en doa kavet gant ur mignon d'e diegezh, an eskob Pucci. Evitañ e live hag e kopie taolennoù relijiel. Livañ a rae ivez e ti Cavalier d'Arpino, ul livour anavezet ivez evel il Giuseppino, ma reas eno oberennoù kentañ e yaouankiz : Fanciullo con canestro di frutta ("Ar paotrig e banerad frouezh", 1593-1594) ha Bacchino malato ("Bacchus yaouank klañv", idem). Kaoz zo bet c'hoazh gant lod istorourien eus ur veaj da Venezia evit displegañ levezonoù veneziat war e arz, dreist-holl en daolenn Riposo durante la fuga in Egitto ("Diskuizh e-kerzh an dec'hadeg da Egipt", 1595-1596), met netra sur n'eus bet prouet.

N'ouzer ket gwall vat petra a reas e-pad e vloavezhioù kentañ e Roma. Brud en doa da vezañ un den feuls, brusk, troet da glask kann, ret dezhañ tec'hel a-zirak al lezenn alies.

Un nebeud mizioù diwezhatoc'h e labouras evit al livour Giuseppe Cesari, a oa e barr e vrud da neuze, ha livour muiañ-karet ar pab Klemañs VIII, “o livañ bleunioù ha frouezh”[7] en e labouradeg. Eus ar mare-se ec'h anavezomp Ragazzo che monda un frutto ("Paotr o peliat ur frouezhenn", 1592, e gentañ livadur anavezet), Fanciullo con canestro di frutta ha Bacchino malato, a lavarer e oa un emboltred graet war-lerc'h ur c'hleñved fall a echuas gant e zilez roet da Cesari. An teir zaolenn-se a ziskouez ar perzhioù a reas brud Caravaggio : studiet eo bet frouezh ar banerad gant ur c'helenner liorzhouriezh ha gallet en deus anavezout un torr war un delienn, a oa "un delienn vras gant un devadenn anat diwar foue damheñvel ouzh an antrakoz (Glomerella cingulata)", emezañ.[8]

Klask fred

Caravaggio a guitaas Cesari e miz Genver 1594, mennet ma oa da ober e dreuz e-unan. Bihan e oa aet e yalc'h, met da neuze eo e reas anaoudegezh gant mignoned nevez evel al livour Prospero Orsi (1560-1630), an tisavour Onorio Longhi (1568-1619), hag al livour yaouank (17 vloaz dezhañ) Mario Minniti (1577-1640). Gant Orsi e kavas dastumerien taolennoù ; gant Longhi e pleustras straedoù kêr da noz, hag an emgannoù ; Minniti a voe patrom meur a livadur, ha diwezhatoc'h e sikouras Caravaggio da glask fred e Sikilia[9].

Buona ventura, 1596-1597

En daolenn Buona ventura ("Chañs vat", 1596-1597), an hini gentañ a livas ouzhpenn un den enni, e weler Mario louzet gant ur jipsianez a zo o lerezh e walenn. Nevez-flamm e oa an tem-se e Roma, ha berzh a reas er c'hantvedoù war-lerc'h. Da c'hortoz ne voe ket gwerzhet ker. En daolenn I bari ("An drucherien", 1594) ez eus ur paotr tapet gant c'hoarierien c'hartoù, marteze kentañ pennoberenn Caravaggio. Evel Buona ventura e reas berzh bras, ha 50 eiladenn anezhi a chom. A zo abouesoc'h : sachañ a reas evezh ar c'hardinal Francesco Maria Del Monte, unan eus gwellañ anaoudeien el livouriezh e Roma. Evit Del Monte hag e vignoned arzgarourien binvidik e reas Caravaggio un toullad livadurioù evel ar Concerto (1595), Suonatore di liuto ("Soner lud", 1595-1596), Bacco (1595-1597), Ragazzo morso da un ramarro ("Paotr dantet gant ur glazard", 1595-1596), ur skouer vat eus e zoare gwirheñvel, gant Minniti ha paotred yaouank all[10] Kalz a dabut zo bet diwar-benn an alan a heñvelgarouriezh a glever el livadurioù-se[11].

Maddalena penitente

Gwirheñvelouriezh avat a gaver en-dro en taolennoù dezho un danvez relijiel, ha speredelezh ivez. Da gentañ e Maddalena penitente ("Mari Maden e pinijenn", 1594-1595), ma weler Mari Madalen pa dro kein ouzh he buhez pec'herez, en he c'hoazez, o ouelañ dourek, he bravigoù a-skign en-dro dezhi. "Ne ziskoueze ket bezañ ul livadur relijiel tamm ebet... Ur plac'h en he c'hoazez war ur skabell goad izel o sec'hañ he blev... Pelec'h e oa ar morc'hed... ar glac'har... promesa ar silvidigezh ? ”[12]

E doare sioul Lombardia e oa, ha ne oa ket flamminus evel doare Roma d'an ampoent. Oberennoù all a voe en doare-se : San Francesco d'Assisi in estasi ("Sant Frañsez a Asiz en e c'hoursav", 1594-95), Marta e Maria Maddalena (1598), Sacrificio di Isacco ("Aberzhidigezh Izaag", 1598), Santa Caterina d'Alessandria (1598-99), Giuditta e Oloferne ("Judit ha Holofern", 1599).

Gant an oberennoù-se, goude ma ne voent gwelet nemet gant nebeut a dud, e kreskas brud Caravaggio e metoù an anaoudeien hag e genarzourien. Met evit kaout brud da vat e oa ret kaout labour evit ar foran, ha kement-se ne zeue nemet digant an Iliz.

Brudetañ livour kêr Roma (1600-1606)
Vocazione di San Matteo
Martirio di San Matteo

E 1599, moarvat dre levezon Del Monte, e voe gopraet Caravaggio da ginklañ chapel Contarelli en iliz San Luigi dei Francesi ("Sant Loeiz ar C'hallaoued"). Kaoz a voe diwar-benn an div oberenn e voe gopraet evito, Vocazione di San Matteo ("Galvedigezh sant Vazhev", 1599-1600) ha Martirio di San Matteo ("Merzherinti sant Vazhev", 1600-01). Teñvalijenn Caravaggio (chiaroscuro) a zegase skrij en e daolennoù, hag e daol-sell lemm e lakae nerzh ha from a-leizh. Diwar-benn labour Caravaggio, e-touez an arzourien all, e oa daou du splann. Darn a ziskulie fazioù, deuet diwar e c'hoant da livañ hervez an natur, hep ober tresadennoù ; met an darn vuiañ a gane meuleudi dezhañ evel da salver an arz : livourien Roma neuze a oa troet gant an nevezinti, ar re yaouankañ a zeue war e dro, a gane meuleudi dezhañ dre ma oa an hini nemetañ a live hervez an natur, hag a lakae e oberoù da vurzhudoù.

Kenderc'hel a reas Caravaggio da zastum goproù uhel evit labourioù relijiel ma weled emgannoù, dibennañ tud, jahinañ, lazhañ. Gant pep taolenn nevez e kreske e vrud peurvuiañ, met un toulladig a voe nac'het gant lod tud goude ma oant bet graet war o goulenn, hag a-wechoù e rankent bezañ adlivet, pe neuze e veze ret klask prenerien arall dezho. An dalc'h bras a oa hennezh : ha pa veze meulet nerzh dramatek e daolennoù gant lod e kave da lod all e oant awenet izel, gant danvez gros ar vuhez[13] En e livadur kentañ eus San Matteo e l'angelo("Sant Vazhev hag an ael", 1602) e weler ar sant evel ur c'houer moal e benn ha lous e zivhar, gant un ael-krennard gwisket skañv un tamm dibalamour ; nac'het e voe an daolenn, ha ret hec'h adober (San Matteo e l'angelo', 1602). Heñveldra a c'hoarvezas gant Conversione di san Paolo ("Distro sant Paol ouzh Doue", 1600-1601), tra ma voe degemeret un eil doare heñvelanvet eus ar memes danvez (1600-1601), ma weler marc'h ar sant kalz gwelloc'h eget ar sant e-unan, ar pezh a zegasas an diviz-se etre an arzour hag ur c'hargad en iliz Santa Maria del Popolo e Roma : "Petra zo kaoz hoc'h eus lakaet ur marc'h er c'hreiz, ha sant Paol war an douar ?" — "Abalamour !" — "Daoust ha Doue eo ar marc'h ?" — "N'eo ket, met e gouloù Doue emañ !"[14].

Un oberenn direlijiel all, Amor vincit omnia, a voe graet e 1602 evit Vincenzo Giustiniani, un den eus kelc'hiad Del Monte. Hervez ur c'hounskrid eus ar XVIIvet kantved e oa graet hervez patrom ur paotr anvet Cecco, da lavarout eo Francesco, marteze Francesco Boneri, un arzour anavezet er bloavezhioù 1610-1625, lesanvet Cecco del Caravaggio[15] o tougen ur wareg ha saezhoù.

Gwelout a reer an dalc'h en ul lec'h all, e gwirionez daouduek an oberenn : war un dro eo Kupidon ha Cecco, evel Gwerc'hezed Caravaggio a oa war un dro Mamm Jezuz ha kourtezanezed Roma a oa bet patromoù eviti.

Harlu ha marv (1606-1610)

E miz Mae 1606, Caravaggio a lazhas ur forbann anvet Ranuccio Tomassoni ; peogwir e oa klask warnañ dindan boan a varv e tec'has al livour da zomani Colonna er c'hreisteiz da Roma, hag ac'haleno da Napoli e-lec'h m'edo Costanza Colonna Sforza, intañvez Francesco Sforza, o chom en ur palez ma voe degemeret evel mab an hini en doa bet karg e ti he fried. Ur breur he doa Costanza, Ascanio e anv, ha hennezh a oa kardinal-gwarezour rouantelezh Napoli, hag ur breur all dezhi, Marzio, a oa kuzulier besroue Spagn ; ur c'hoar dezhi a oa dimezet d'un den eus an tiegezh Carafa, a renk uhel e Napoli, un anaoudegezh a c'hallfe displegañ perak e voe roet kement a fret da Garavaggio er gêr-se. Goude un nebeud mizioù e Napoli avat ec'h eas Caravaggio da Enez Malta m'edo sez {{Urzh Sant Yann Jeruzalem|Marc'heien Malta]].

Mab Costanza, Fabrizio Sforza Colonna, a oa marc'heg Malta ha jeneral galeoù an Urzh, a seblant endevout aozet e zonedigezh en enez e 1607. Ker bamet e voe Alof de Wignacourt, anezhañ 54vet Mestr Meur an Urzh, gant labour Caravaggio evel livour ofisiel an Urzh m'e varc'hegas. Daoust da gement-se e voe harzet an arzour e miz Eost 1608 abalamour m'en devoa gloazet ur marc'heg. Skarzhet eus an Urzh e voe ha bac'het e Valletta, met diflipañ a eure ha tec'hel da Sikilia.

Eno e labouras al livour (Seppellimento di santa Lucia ("Beziadur santez Lusia", 1608), Resurrezione di Lazzaro ("Dasoc'h Lazar, 1609), Adorazione dei pastori ("Azeuladeg ar vesaerion", 1609), endra deue iskisoc'h-iskisañ e emzalc'h : kousket gwisket-holl hag armet-holl, distruj e labour kerkent goude an disterañ burutelladenn hag ober goap ouzh livourien Sikilia. Goude nav miz en enez e tistroas da Napoli.

E palez Costanza e Napoli e voe o chom pa zistroas di en hañv 1609. Kaoz eus an darempredoù-se a gaver en holl vuhezskridoù[16]. Eno e voe arsailhet e miz Here, marteze gant tud a oa gopraet gant ar marc'heg en devoa gloazet e Malta ; distreset e voe e zremm. D'ar mare-se e livas Davide con la testa di Golia ("David gant penn Goliath", 1609-1610), penn ar ramz o vezañ un emboltred. Goude bloaz e Napoli e tistroas Caravaggio da Roma en hañv 1610, ha d'an 28 a viz Gouere e voe embannet gant un avviso, ur gazetenn brevez, e oa marvet al livour.

Klañv e oa Caravaggio da neuze, hogen meur a rendaet zo bet a-zivout pennabeg e dremenvan : un dial, kleñved Naplez, malaria, kleñved Malta hag all. Beziet e voe e bered San Sebastiano e Porto Ercole ; pa voe serret er bered e 1956 e voe treuzkaset e relegoù er bered Sant'Erasmo, e Porto Ercole bepred. Eno e voent dielfennet e 2001 gant skiantourien a un abeg all da dremenvan al livour : pistriet e vije bet gant ar plom a oa e livioù e vare ; anavezet mat eo ar c'hleñved-se evit degas feulster en dud[17]. Enklaskoù all a lakaas da soñjal e vije bet marvet Caravaggio diwar sepsis[18] en devije bet dre Staphylococcus aureus a-c'houde un emgann e Napoli[19]. E 2002, ar Vatikan a embannas dihelloù hag a skore un abeg all : peuzlazhet e vije bet Caravaggio dre ur vendetta paeet gant familh Raniccio Tomassoni, a oa bet muntret gant al livour abalamour d'ar batromez Fillide Melandroni, ar vaouez yaouan a weler en dolenn Giuditta e Oloferne[20].

Caravaggio "a lakaas an deñvalijenn en damsklêrijenn."[21] Chiaroscuro a veze implijet a-werso, met Caravaggio an hini a ziazezas da vat an doare-se da livañ.

Adal ma voe diskouezet livadurioù Sant Vazhev e chapel Contarelli en iliz San Luigi dei Francesi e Roma e krogas o levezon war an arzourien yaouank, ar voe lesanvet i Caravaggisti. Brud Caravaggio ne chomas ket war-lerc'h e dremenvan e 1610. An doareoù nevez degaset gantañ a voe implijet en doare barocco, nemet ha pa voe implijet ar chiaroscuro e voe dilezet ar gwirvoud bredoniel a oa e taolennoù ar mestr.

Levezoniñ a reas doare-livañ e geneil Orazio Gentileschi, ha hini e verc'h Artemisia Gentileschi, hag a-bell hini ar C'hallaoued Georges de La Tour ha Simon Vouet, koulz ha hini ar Spagnol José de Ribera.

Koulskoude, meur a zek vloaz war-lerc'h, e veze lakaet e oberoù war-gont livourien "dereatoc"h", pe e veze graet fae warno. An doare barok, kenijinet gantañ, a oa aet war-raok, kemmet e oa ar gizioù, met ne oa ket bet savet stal ebet gant Caravaggio, evel en devoa graet Annibale Carraci (1560-1609), ha ne oa bet skol ebet o legadiñ e zoare-livañ da ziskibien feal.

Er bloavezhioù 1920 ez eo an arzvarnour Roberto Longhi a roas brud en-dro da anv Caravaggio, hag a roas e lec'h dezhañ en istor liverezh Europa : "Ribera, Vermeer, La Tour ha Rembrandt ne vije ket bet anezho panevetañ. Hag arz Delacroix, Courbet ha Manet a vije bet disheñvel-rik."[22] A-du gantañ e oa an istorour war an arzoù Bernard Berenson (1965-1959) pa skrive : War-bouez Michelangelo n'eus bet livour italian ebet dezhañ ken bras levezon.[23]

E kalz a virdioù, e Stadoù-Unanet Amerika zoken (Detroit ha New York), e kaver livadurioù a-leizh graet e doare Caravaggio : un darvoud da noz, gouloù teñval, tud ordinal, livañ ar wirionez naturel. Livourien vodern evel an Norvegad Odd Nerdrum (bet ganet e 1944) pe an Hungarad Tibor Csernus (1927-2007) n'o deus biskoazh kuzhet o deus klasket kevezañ gantañ, hag al livour stadunanat Dougl Ohlson (1936-2010) a oa anaoudek-meurbet ouzh Caravaggio.

Al livour (ha falser) izelvroat Han van Meegeren (1889-1947) en deus implijet taolennoù Caravaggio en e labour war ar Vistri Gozh. Ar filmaozer Saoz Derek Jarman (1942-1994) en deus sevenet e 1986 ar film Caravaggio diwar-benn buhez an arzour[24].

Vocazione dei santi Pietro e Andrea, lakaet war anv Caravaggio ("1603-1606" ?)

En deiz a hiziv ne chom nemet 77 taolenn a zo diwar zorn Caravaggio hep mar ebet. Unan, Vocazione dei santi Pietro e Andrea ("Galvidigezh ar sent Pêr hag Andrev", 1603-1606), zo bet lakaet war anv Caravaggio e 1943 gant Roberto Longhi, hogen tennet eo bet eus roll oberennù an arzour e 2009[25]. Prenet e oa bet gant ar roue Charles I Bro-Saoz e 1637, gwerzhet da c'houde hag adprenet gant Charles II ha lakaet a-gostez e palez Hampton Court er mervent da Londrez, ma kave d'an dud e oa un eillivadur. Un toullad livadurioù gant Caravaggio zo bet kollet moarvat abaoe e varv. Richard Francis Burton an hini en deus skrivet diwar-benn "un daolenn eus ar Rozera Santel (e mirdi personel dug meur Toskana) ma weled ur c'helc'hiad tregont den turpiter ligati[26]" ha ne chom roud ebet anezhi. Un daolenn all eus un ael a zo bet distrujet e-kerzh bombezadeg Dresden, ha ne chom nemet luc'hskeudennoù gwenn-ha-du anezhi.

Gwiriekaet (77 taolenn)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lod taolennoù zo bet graet meur a wech (da skouer : 8 taolenn zo anvet San Giovanni Battista).

Ritratto di Maffeo Barberini

Lakaet war e gont (10 taolenn)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Giove, Nettuno e Plutone, Casino della Villa Ludovisi, Roma
  • Ritratto di papa Paolo V (Paol V), Palazzo Borghese, Roma
  • Ritratto di Maffeo Barberini (Il papa Urbano VIII), Firenze, dastumad prevez
  • Salomè con la testa del Battista, National Gallery, Londrez
  • Salomè con la testa di san Giovanni nel bacile, dastumad prevez
  • San Giovanni Battista, Nelson Gallery, Kansas City
  • San Giovanni Battista, Palazzo Corsini, Roma
  • San Giovannino alla sorgente con agnello, dastumad prevez
  • San Girolamo, Manati Montserrat, Katalonia
  • Vocazione dei santi Pietro e Andrea, palez Hampton Court, Londrez, tiegezh real Breizh-Veur

Skeudennaoueg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Amañ e kavor taolennoù ha n'int ket bet diskouezet uheloc'h. Diglok eo ar skeudennaoueg, evel-just.

Taolennoù relijiel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An Testamant Kozh
An Testamant Nevez
Ar Werc'hez
Sent

Taolennoù direlijiel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mojennoù Henc'hes ha Henroma
Poltredoù
Dodennoù all

Mammskridoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrioù diwar e benn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
(en)
  • Calvesi, Maurizio : Caravaggio. Firenze : Giunti Editore, 1998 (ISBN 978-88-09-76268-8)
  • Friedlaender, Walter : Caravaggio Studies. New York : Schocken Books Inc., 1970 (ISBN 978-0-8052-0243-4)
  • Gash, John : Caravaggio. London : Chaucer Press, 2004 (ISBN 978-1-904449-22-5)
  • Giorgi, Rosa : Caravaggio: Master of light and dark - his life in paintings. London : Dorling Kindersley, 1999 (ISBN 978-0-7894-4138-6)
  • Hibbard, Howard : Caravaggio. Cheltenham : Icon Publishing, 1983 (ISBN 978-0-06-433322-1)
  • Lambert, Gilles : Caravaggio. Los Angeles : Taschen America, 2000 (ISBN 978-3-8228-6305-3)
  • Langdon, Helen : Caravaggio: A Life. New York : Farrar, Straus and Giroux, 1999 (ISBN 978-0-374-11894-5)
  • Moir, Alfred : The Italian Followers of Caravaggio. Cambridge : Harvard University Press, 1967 (Div levrenn)[27]
  • Puglisi, Catherine : Caravaggio. London : Phaidon Press, 1998 (ISBN 978-0-7148-3966-0)
  • Robb, Peter Robb : M: The Man Who Became Caravaggio. London : Henry Holt & Co., 2000 (ISBN 978-0-8050-6356-1)
  • Spike, John Spike & Kahn Spike, Michèle  : Caravaggio. Nw York : Abbeville Press, 2001 (ISBN 978-0-7892-0639-8)
(fr)
(it)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Ur frazione eus Monte Argentario eo Porto Ercole.
  2. Hervez Floris Claes van Dijk, a veve e Roma e 1601 d'ar c'houlz ma laboure Caravaggio eno, meneget e : John Gash, Caravaggio, p.13. Kavet e vo ar meneg kentañ a se e Het Schilder-Boek, gant Carl (pe Karel) van Mander, eus 1604, troet en e hed el levr Caravaggio gant Howard Hibbard. Kentañ meneg eus anv Caravaggio en un dihell eus e amzer e Roma eo hini Prospero Orsi evel keneiler en ur brosesion e miz Here 1594 en enor da Sant Lukaz (gwelout H. Waga, Vita nota e ignota dei virtuosi al Pantheon, Roma, 1992, Appendix I, pp. 219 ha 220 sqq.). Kentañ danevell eus e vuhez e Roma zo en un dihell eus an 11 a viz Gouhere 1597 pa voe test Caravaggio ha Prospero Orsi eus un torfed e-kichen San Luigi de' Francesi. (Gwelout The earliest account of Caravaggio in Rome gant Sandro Corradini ha Maurizio Marini, e-barzh The Burlington Magazine, pp. 25-28).
  3. Meneget gant Gilles Lambert, en e levr "Caravaggio", p. 8.
  4. Testeniekaet gant kavadenn ar baperenn-vadeziant eus parrez Santo Stefano e Brolo, e Milano, hervez ar gazetenn L'Unità e miz C'hwevrer 2007.
  5. Rosa Giorgi, Caravaggio: Master of light and dark - his life in paintings, p. 12.
  6. Meneget hepmui e levr Robb, p. 35, diazezet war skridoù Mancini, Baglione ha Bellori, a lavar o-zri e vevas e vloavezhioù kentañ e Roma er baourentez (menegoù izeloc'h).
  7. Giovanni Pietro Bellori, Le Vite de' pittori, scultori, et architetti moderni, 1672 : "Michele a voe ret dezhañ mont da servij ar Marc'heg Giuseppe d'Arpino, a roe dezhañ da labour livañ bleunioù ha frouezh en un doare ken tost d'ar wirionez ma voe tizhet ganto ar gened a geromp kement hiriv."
  8. (en) Caravaggio's Fruit: A Mirror on Baroque Horticulture
  9. Catherine Puglisi, "Caravaggio", p. 79. Longhi a oa gant Caravaggio da noz an emgann marvus gant Ranuccio Tomassoni ; Robb, p. 341, a soñj edo Minniti ivez.
  10. Deskrivet e voe paotred Caravaggio gant an arzvarnour Robert Hughes evel overripe bits of rough trade, with yearning mouths and hair like black ice cream ("tammoù re azv a zarempredoù feuls o c'henoù c'hoantek hag o blev par da zienn-skorn du")
  11. Donald Posner an hini kentañ, e-barzh Caravaggio's Early Homo-erotic Works"(Art Quarterly niv. 24, 1971, pp.301-26) o skrivañ diwar-benn doug Caravaggio d'ar grennarded ha levezon e vuhez reizhel war e arz. Ar vuhezskridourien heñvelgarourien a gav anat an aergelc'h a heñvelgarouriezh, met n'eo ket an holl a ya a-du gante. Mar klasker mont pelloc'h ganti war an hent-se e c'haller lenn Brian Tovar : Sins Against Nature: Homoeroticism and the epistemology of Caravaggio Evit lenn ur savboent kontrol, gwelout pennad Maurizio Calvesi, Caravaggio (ArtDossier 1986, en italianeg). Hervez Calvesi e kaver en oberennoù kentañ ar pezh a blije d'an Del Monte kentoc'h evit da Garavaggio, en un amzer ma ne rene ket c'hoazh ar meizad a soñjoù personel.
  12. Robb, p. 79. Robb a skriv da-heul Bellori, a gan meuleudi da livioù "gwir" Caravaggio hogen feukus e kav e naturalouriezh : "Plijet e oa (Caravaggio) gant dizoloidigezh an natur, n'en doa ket ezhomm da implij e empenn pelloc'h."
  13. A-zivout savboent Iliz an Enepdisivouderezh diwar-benn an dereadegezh en arzoù, gwelit Giorgi, p. 80. Evit monet pelloc'h, gwelit Gash, p.8 sqq. ; hag a-zivout perzh an dereadegezhh en nac'hañ Sant Vazhe gant an ael ha Marv ar Werc'hez, gwelit Puglisi, pp. 179-188.
  14. Meneget hep mammenn e Lambert, p. 66.
  15. Dibrouenn eo al liamme etre Boneri ha servijer ha patrom Caravaggio e deroù ar bloavezhioù 1600, goude ma vez degemeret gant ar braz eus an dud ez eo Cecco del Caravaggio evit Francesco Boneri. Gwelit Robb, pp. 193-196.
  16. Da skouer hini Catherine Puglisi, Caravaggio', p. 258, ha hini Helen Langdon, Caravaggio: A Life, pennadoù 12 ha 15, ha Peter Robb, M: The Man Who Became Caravaggio, pp. 398 sqq. ha 459 sqq., a ro resisadurioù.
  17. (en) The Guardian, 16/06/2010
  18. Anvet "septikemiezh" gwechall.
  19. (en) The Lancet, 17/08/2018
  20. (en) The Telegraph, 02/06/2022
  21. Lambert, p. 11.
  22. Roberto Longhi, meneget e Lambert, op. cit., p. 15
  23. Bernard Berenson, in Lambert, op. cit.', p. 8
  24. (en) Internet Movie Database
  25. (fr) Ebert-Schifferer, Sybille : Caravage. Paris : Éditions Hazan, 2009 (ISBN 978-2-7541-0399-2)
  26. "Kenliammet en un doare mezhus"
  27. ISBN ebet, peogwir e voe embannet a-raok 1970.