Maddalena penitente (Caravaggio)
Maddalena penitente (Madalen oc'h ober pinijenn) | |
![]() | |
Caravaggio, 1594-1595 | |
Eoullivadur war lien | |
122,5 × 98,5 cm | |
Galleria Doria Pamphilj | |
Roma | |
Italia | |
Maddalena penitente zo un eoullivadur war lien diwar zorn al livour italian Michelangelo Merisi da Caravaggio etre 1594 ha 1595 p'edo o paouez erruout e Roma. Unan eus e oberennoù relijiel kentañ eo, diouzh a ouzer.
Un daolenn 122,5 x 98,5 cm eo, e dalc'h ar Galleria Doria Pamphilj e Roma, goude ma vez prestet a-wechoù evel da vare an diskouezadeg "Caravaggio-Bacon" er Galleria Borghese e 2009[1].
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar c'hardinal Pietro Aldobrandini, ni d'ar pab Klemañs VIII, a zo bet kentañ perc'henn an daolenn[2].
Anna Bianchini, ur gourtizanez, an hini eo ar vaouez livet evel Santez Mari Madalen : hi ivez an hini e oa ar Werc'hez Vari en daolenn Diskuizh e-pad an dec'hadenn da Egipt, livet war-dro 1595[3].
An daolenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
A-wechoù e vez diskouezet Mari Madalen evel ur santez, goude marv Jezuz, o pediñ, ha hi diwisk a-walc'h, evel e taolenn Tizian, ha ganti kroaz pe klopenn
A-wechoù all e weler ur vaouez a renk uhel, gwisket kaer, ur voutailhadig dour c'hwezh-vat en he c'hichen, ul levr santel etre he daouarn.
N'eo ket hini ebet anezho a zo kinniget gant Caravaggio, a ra un daolenn gwirheñveloc'h, feal d'ar wirionez hervez e zoare.
Ar vaouez yaouank a weler diwar an uhel a zo koazezet, souchet, war ur gador izel, en ur sal deñval, he bravigoù ganti en he c'hichen. Ur bann-heol en tu dehoù a ra un tric'horn, arouez ur c'hemenn a-berzh Doue.
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Catherine Puglisi : Caravage, troet e galleg diwar ar saozneg gant Denis-Armand Canal, Pariz : Phaidon, 2005, 448 p. (ISBN 978-07-1489-475-1)
Skeudennaoueg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mari Madalen oc'h ober pinijenn, gwelet gant livourien all :
Mari Madalen, murlivadur gant Piero della Francesca en Arezzo.
Mari Madalen, livet gant Piero di Cosimo, 1500-1510.
Mari Madalen, livet gant Tizian, 1565.
Madalen oc'h ober pinijenn, gant Nicolas Chaperon, XVIIvet kantved
Mari Madalen, gant Philippe de Champaigne
Mari Madalen, gant Jan van Scodel, Mirdi Frans Hals
Mari Madalen, gant Georges de La Tour .
Mari Madalen, gant Georges de La Tour .
Mari Madalen, gant Hyacinthe Rigaud. Mari Madalen, gant Rogier van der Weyden. gant El Greco
gant El Greco
gant José de Ribera
gant Honoré Daumier
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Lec'hienn Galleria Borghese, d'an 23 a viz Here 2009
- ↑ Mia Cinotti : Vita del Caravaggio e-barzh Caravaggio : nuove riflessioni, gant Maurizio Calvesi, Roma : Fratelli Palombi, (Quaderni di Palazzo Venezia ; 6 (1989)), p. 81 (ISBN 88-7621-100-4)
- ↑ Riccardo Bassani ha Fiora Bellini : Caravaggio assassino : la carriera di un "valenthuomo" fazioso nella Roma della Controriforma, Roma : Donzelli, 1994, 278 p., pp 50-56, 182-184 (ISBN 88-7989-100-6)