Rogier van der Weyden

Eus Wikipedia
An diskenn diwar ar Groaz (e-tro 1435), eoullivadur war goad, 220 × 262 cm. Mirdi ar Prado, Madrid

Rogier van der Weyden pe Rogier de le Pasture (1399 pe 1400 - 18 a viz Mezheven 1464) a oa ul livour flamank, gwelet evel unan eus re bouezusañ ar XVvet kantved gant Jan van Eyck.

Buhez ha familh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rogier van der Weyden a voe ganet e Tournai gant an anv Rogier de le Pasture, e 1399 pe 1400. E dad a oa anvet Henri de le Pasture hag e vamm a oa anvet Agnes de Watrélos. En em staliet e oa e familh e Tournai pa laboure e dad eno evel mestr-konteller. E 1426 e timezas Rogier gant Elisabeth, ha hi merc'h ar c'here Jan Goffaert hag e wreg Cathelyne van Stockem. Rogier hag Elisabeth o doe pevar bugel : Cornelius (ganet e 1427), Margaretha (1432). A-raok an 21 a viz Here 1435 en em stalias ar familh e Brusel, ma voe ganet daou vugel all : Pieter (1437) ha Jan (1438). Diwar an 2 a viz Meurzh 1436 e voe roet an titl a 'livour kêr Brussel' (stadsschilder) da van der Weyden. E Brusel e veze komzet nederlandeg, setu perak e kemmas van der Weyden e anv hag e teuas da vezañ 'Rogier van der Weyden'. War a lenner e oa un den brokus hag ur c'hatolik devot[1].

Deskiñ ar vicher livour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emboltred evel sant Lug o tresañ a-raok livañ ar Werc'hezn. Diazezet eo an endro war hini Gwerc'hez ar c'hañseller Rolin gant Jan van Eyck. Boston, e-tro 1440

Ne ouezer ket kalz traoù diwar-benn an doare ma teskas van der Weyden ar vicher. Dielloù Tournai (peurzistrujet e-pad an Eil Brezel-bed, ul lodenn anezho a oa bet treuzskrivet en XIXvet hag e penn-kentañ an XXvet kantved) a zo enno a bep seurt traoù kontrol ha neuze int bet displeget e meur a zoare. Diwar unan eus an dielloù e ouezer e voe roet gwin gant kuzul-kêr Tournai d'un den anvet 'Maistre Rogier de le Pasture' d'ar 17 a viz Meurzh 1427. D'ar 5 a viz Meurzh 1428 e voe degemeret un den anvet 'Rogelet de le Pasture' e stal-labour Robert Campin, asambles gant Jacques Daret. D'ar 1añ a viz Eost 1432 e voe roet da Rogier de le Pasture an titl a vestr livour[2]. Kalz tud a soñj dezho ez eo 'Rogelet' ha 'Rogier' daou zen disheñvel. E 1426-1427 e oa Rogier un den dimezet a oa tost da 30 vloaz, da lavaret eo koshoc'h evit oad boutin an deskarded a zo bet implijet evel arguziñ e vefe 'Rogelet' ul livour all, a vefe bet yaouankoc'h. Er bloavezhioù 1420 ne zae ket mat en-dro kouchoù Tournai : marteze e voe deskoni diwezhat Rogier/Rogelet ur reolenn a oa da zoujañ outi hervez lezenn. D'ar mare-se e oa Jacques Daret etre 20 ha 30 vloaz hag e oa bet o labourat e stal-labour Campin abaoe 10 vloaz da nebeutañ.

Marteze e voe roet an titl a vestr da Rogier a-raok ma krogfe da livañ, ha marteze neuze e vefe bet roet ar gwin dezhañ da lidañ an titl-se. Perzh van der Weyden war an dachenn sokial ha kefredel a oa kalz brasoc'h evit hini arzourien all ar mare-se. Peurliesañ e vez liammet oberennoù Jacques Daret ha re Robert Campin ha Rogier van der Weyden a-benn displegañ e vefe bet Rogier van der Weyden deskard Robert Campin.

Munud eus Ar seizh sakramant (1445)

Livour kêr Brusel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meneg diwezhañ Rogier de la Pasture a gaver e dielloù archant Tournai (d'an 21 a viz Here 1435), ma lenner demeurrant à Brouxielles ('o chom e Brusel'). Er memes koulz e kaver ar meneg kentañ eus Rogier de Weyden evel livour ofisiel kêr Brusel. Sed perak e soñjer e oa Rogier de la Pasture ha Rogier Van der Weyden ar memes den. Ar garg a livour ofisiel a voe krouet a-ratozh-kaer evit Van der Weyden. Liammet e oa ar garg ouzh seveniñ peder oberenn diwar-benn dodenn ar justis, da vezañ staliet e Kambr alaouret ti-kêr Brussel[3]. Dielloù liesseurt a ziskouez e oa un den en e vleuñv. Ar poltredoù a livas (duged Bourgogn ha tud tost outo) a ziskouez e oa tost ouzh pennoù-bras an Izelvroioù.

Stern-aoter Miraflores a voe urzhiet marteze gant ar roue Juan II Kastilha, rak roet e voe da vanati Miraflores gant Juan II e 1445. Marteze e reas Rogier ur pirc'hirinded da Roma e 1450, ma c'hellas daremprediñ arzourien italian. Ar familhoù Este ha Medici a urzhias livadurioù gantañ. Bianca Maria Visconti, hag a oa dugez Milano, a gasas Zanetto Bugatto, hag eñ livour al lez, da VBrusel da zeskiñ e stal-labour Rogier. Tamm-ha-tamm e kreskas brud van der Weyden, hag er bloavezhioù 1450 ha 1460 e voe anvet "an hini uhelañ" pe c'hoazh "an hini gwellañ" gant tud evel Cusanus, Filarete ha Facius. D'an 18 a viz Even 1464 e varvas van der Weyden ha douaret e voe e chapel Santez Katell en iliz-veur Sant Gudulf[4].

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ne c'haller reiñ oberenn ebet da Rogier van der Weyden da vat diwar dielloù ar XVvet kantved. Hervez Lorne Campbell e c'haller reiñ tri livadur dezhañ, met da vareoù' zo ez eus bet divizoù diwar-benn an tri livadur-se.[5]

Levezon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bras e voe levezon doare livañ van der Weyden en Europa a-bezh, dreist-holl e Frañs, Alamagn, Italia ha Spagn. D'e heul e teuas Hans Memling, met ne c'haller ket pruiñ en dije desket ar vicher gant van der Weyden. Bras e voe ive levezon van der Weyden war al livour hag engraver alaman Martin Schongauer.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Catholic Encyclopedia
  2. Dirk de Vos, 1999, Rogier van der Weyden, p. 51
  3. Dirk de Vos, 1999, Rogier van der Weyden, p. 53
  4. Dirk de Vos, 1999, Rogier van der Weyden, p. 63
  5. Lorne Campbell, "The New Pictorial Language of Rogier van der Weyden", in Rogier van der Weyden, Master of Passions, ed. Campbell & Van der Stock, 2009, pp.32-64


Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Campbell, Lorne, Van der Weyden, London: Chaucer Press (2004) ISBN 1-904449-24-7
  • Campbell, Lorne, The Fifteenth Century Netherlandish Schools, London: National Gallery Publications (1998) ISBN 1-85709-171-X
  • Campbell, Lorne & Van der Stock, Jan, Rogier van der Weyden: 1400-1464. Master of Passions, ISBN 978-90-8526-105-6, Davidsfonds, Leuven, 2009.
  • de Vos, Dirk. Rogier van der Weyden: The Complete Works ISBN 0-8109-6390-6, Harry N Abrams, 2000
  • Kemperdick, Stephan Rogier van der Weyden (Masters of Dutch Art), ISBN 3-8290-2571-8, Könemann, 2000.
  • Dhanens, Elisabeth, Rogier van der Weyden. Revisie van de documenten, Royal Academy of Belgium, Brussels, 1995.
  • Davies, Martin, Rogier van der Weyden: An Essay with a Critical Catalogue of Paintings Assigned to him and to Robert Campin, London: Phaidon, 1972. ISBN 0-7148-1516-0
  • De Vos, Dirk. The Flemish Primitives. Europe: Amsterdam University Press, 2002.
  • Dillenberger, Jane. Style and Content in Christian Art. 2nd Ed. New York: Crossroad Publishing Company, 1986.
  • Marzio, Peter C. A Permanent Legacy: 150 works from the Collection of the Museum of Fine Arts, Houston. 1st Ed. New York: Hudson Hills Press, 1989.
  • Snyder, James. Northern Renaissance Art: Painting, Sculpture, The Graphic Arts from 1350 to 1575. 2nd ed. Upper Saddle River, New Jersey: Prentice Hall Inc. and Pearson Education, Inc., 2005.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

An holl levrioù bet embannet diwar-benn van der Weyden