Martin Schongauer

Eus Wikipedia
Martin Schongauer (delwenn gant Bartholdi (1860), Colmar)
Delwenn da Vartin Schongauer, a-dost

Martin Schongauer (war-dro 1450 e Colmar1491 e Breisach am Rhein) a oa ul livour hag un engraver elzasat eus dibenn ar Grennamzer. Engraver (war goad ha war gouevr) brudetañ e amzer e oa, ha brudet e oa en Italia hag en Izelvroioù. Albrecht Dürer a felle dezhañ dont da vezañ e skoliad, met mervel a reas Schongauer re abred.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa da Gaspard Schongauer, un orfebour lakaet da vourc'hiz e 1445 . Mont a reas da studiañ da skol-veur Leipzig war-dro 1465 ha goude-se e heulias ur stummadur bale, met ne ouezer ket kalz a dra diwarnañ. Chañsoù zo e vije bet e Beaune, e dugelezh Bourgogn hag en dije kopiet eno Ar Varnadenn ziwezhañ gant Rogier van der Weyden e 1469. Nepell goude-se e tistroas da Colmar hag eno e savas Gwerc'hez gant ur bod roz (1473) hag e prenas un ti anvet ti an alarc'h e 1477. Soñjal a reer e teskas digant ul livour elzasat, marteze Gaspard Isenmann eus Colmar. Dre veajiñ e teskas Martin Schongauer kalz traoù diwar-benn arz flamank ar XVvet kantved, hag en e oberennoù e kaver ur meskaj eus an arz gotek etrevroadel hag eus arz Azginivelezh Norzheuropa. E 1489 e voe lakaet da vourc'hiz e kêr Breisach-am-Rhein.

E-touez oberennoù brudetañ Schongauer emañ sternioù-aoter Jean Orlier (Mirdi Unterlinden, Colmar) ha hini Gwerc'hez gant ur bod roz (iliz an Dominigiz, Colmar). An daolenn-se a vez gwelet evel ur bennoberenn peurliesañ abalamour d'an doare kenglotus ha spis m'eo bet savet. E mirdioù Berlin, Vienna ha München e c'haller gwelout oberennoù savet gantañ.

unarouez Martin Schongauer

E iliz-veur Breisach-am-Rhein e c'haller gwelout ur murlivadur diwar e zorn, anvet Ar Varnadenn ziwezhañ. E oberenn ziwezhañ e voe (tro 1489-1491), ha chom a reas diechu.

Martin Schongauer a voe lesanvet Hübsch Martin - pe Hüpsch pe c'hoazh Hipsch, da lavaret eo Martin Vrav abalamour da berzhioù e oberennoù, hag ivez peogwir e veze berraet e anv da vezañ Martin Schön (schön = brav).

Al livour Hans Burgkmair voe e skoliad etre 1488 ha 1490.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • Christian Heck, Martin Schongauer, embannadurioù SAEP, Colmar, 1985, 64 p., ISBN|2856691218
  • S.R de Bussierre, Martin Schongauer - maître de la gravure rhénane, katalog an diskouezadeg er Petit Palais, Paris-Musées, 1991, 272 p., ISBN|2-87900-046-7

Taolennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]