Hans Memling
Hans Memling (Seligenstadt tro 1435-1440 - 11 a viz Eost 1494 e Brugge) a oa ul livour alaman ha flamank.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brudet-tre e Brugge, Italia, Alamagn hag er Rouantelezh-Unanet e oa Memling pa oa bev. Goude-se e voe disoñjet e-pad meur a gantved, ha dizoloet e voe en-dro e penn-kentañ an XIXvet kantved gant an Alamaned, dreist-holl Schlegel. Peurliesañ e plij e oberennoù d'an dud voutin, ha dibrizet e vez gant istorourien an arzoù. Ur plas dibar en deus e-touez arzourien gent Flandrez. Levezonet e voe gant labour Rogier van der Weyden, ha klasel, eeun ha spis war un dro eo ar pezh a reas. Perzhioù dibar e oberennoù eo ar sederidigezh ha ar c'hwekted, kement-se a c'haller merzout e div daolenn vrudet savet gantañ : Ar Werc'hez e-touez ar Sent hag Azeulerezh an tri roue, dalc'het en ospital Sant-Yann e Brugge kerkent ha livet.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar Varnadenn ziwezhañ, (1467-1471), Gdansk, Mirdi Narodowe,
- Er Johannishospital (Brugge) e kaver lodenn vrasañ oberenn Memling :
- Eured Santez Katell, stern-aoter (1479),
- Azeulerezh an tri roue (1470-1472),
- Poltred Maria Moreel e sibil bers (1480),
- Werc'hez gant ur bugel hag a roour Martin van Nieuwenhoven (1487)
- Relegouer Santez Ursul gant 6 pennad eus ar vojenn (1489)
- Er Groeningemuseum Brugge e c'haller gwelout un deirzaolenn a ziskouez Sant Kristof, Maoris, Ägidius, hag ivez Stifter Bürgermeister Moreel hag e familh
- Diskouezva ar rouaned, Torino, taolenn Pasion ar C'hrist,
- Alte Pinakothek München, Seizh levenez Maria
- Iliz-veur Lübeck, stern-aoter (1491), gant Christ ouzh ar groaz
- Capilla Real, iliz-veur Granada (Spagn), ur pemzek taolenn bennak, tennet eus dastumad Izabel ar Gatolikez (poltredoù dreist-holl)
- Mirdi arzoù-kaer Straßburg : liestaolenn fouge mab-den ha daspren an aotrou Doue