Tournai

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Tournai
banniel Flag of Tournai.svg
skoed Blason de Tournai.svg
Lec’hiadur e Proviñs Hainaut Lec'hiañ Tournai e proviñs Hainaut
Riez Belgia
Kumuniezh Banniel an Communauté française de Belgique Kumuniezh c'hall
Rannvro Banniel ar Wallonia Wallonia
Arondisamant Tournai
ins 57081
Kod pellgomz 069
Maer Christian Massy (Strollad Sokialour)
Gorread 213,75 km²
Hed 03° 23' .." Reter
Led 50° 36' .." Norzh
Uhelder .. m
Poblañs hep kontoù doubl 67 534 (01.01.2006)
Stankter 316 a./km²
Lec'hienn www.tournai.be

Tournai (Doornik en izelvroeg) zo ur gêr eus Belgia war ar stêr Escaut, e proviñs Hainaut. D'ar 1añ a viz Genver 2004 e konted 67 619 a dud (32 835 a baotred ha 34 608 a verc'hed). Brasañ kumun Belgia eo pa'z eus dezhi ur gorread a 213,75 km². 85 km emañ er c'hornôg da gêr Vrusel, ha 25 km en hanternoz da Lille.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War lez ar stêr Escaut emañ Tournai

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stummoù skrivet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hen impalaeriezh roman

Impalaeriezh roman diwezhañ

  • Civitas Turnecensium (Not. Gall. VI)
  • Tornaco (St Jerom. Epistolae 123,6)

Krennamzer

  • Tornacus (Gregor Teurgn, HF, V, 22)
  • Tornacus civitas (Vita Medardi, II, 1)
  • Turnacum oppidum (Jonas a Vobbio, Vita s. Columbani, I, 18)
  • Tornacum (moneiz Klovis II, 638-656)
  • Thornoa (Fredegarius, III, 71)
  • Turnacensis Urbs (Liber Historiae Francorum, 5)
  • Turnacum Civitas (Liber Historiae Francorum, 32)
  • Tornacensis Civitas (Vita Eligii, II 2)

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En gul, e dour digoret en argant mogeriet en sabel, kranellet a deir pezh, e oged savet en argant, e ziv tarzhell en sabel; e gab en glazur karget gant teir flourdilizenn en aour.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar gêr se, unan eus ar re pouezusañ eus Gallia Belgica da vare Jul Kezar, e zeuas da vezañ pinvidik e-kerzh an IIIvet kantved. Freuzet eo bet e penn kentañ ar IVvet gant ar Vandaled hag an Alaned. Er bloaz 438, e zigouezhas gant ar Vranked Merovee. Kerbenn ar Veroveed e oa betek Klovis Iñ.

Gwastet eo bet gant an Normanded er bloaz 880.

Staget eo bet gant Charlez ar Moal ouzh kontelezh Flandrez.

Aloubet eo bet gant Loeiz XIV e 1667, gant ar Re Unanet e 1709, gant ar Vrañsizien e 1745, 1792, 1794.

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rouanez frank Tournai

  • Merovee, 448 pe 451-457
  • Childerig, 457-481
  • Klovis Iñ, 481-486

Liammoù diavez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • M.-N. Bouillet : Dictionnaire universel d'Histoire et de Géographie. Librairie de L. Hachette et Cie. Paris 1863
  • Raymond Brulet : Topographie chrétienne des cités de la Gaule, des origines au milieu du VIIIè siècle. XIV. Province ecclésiastique de Reims (Belgica Secunda). De Boccard. 2006

Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]