Mont d’an endalc’had

Wallonia

Eus Wikipedia
Banniel Wallonia
Banniel Wallonia
Lec'hiadur Wallonia e Belgia

Wallonia zo ur rannvro eus Belgia (e galleg: Wallonie, e walloneg: Walonreye). Rannvro Wallonia a vod an darn vrasañ eus gallegerien Belgia, war-bouez re Vrusel. E Rannvro Wallonia ez eus ivez alamanegerien a ya d'ober Kumuniezh alamanek Belgia. Ar galleg eo ar yezh ofisiel, nemet er Gumuniezh alamanek eo an alamaneg. Yezhoù rannvroel zo anavezet gant al lezenn : ar walloneg eo an hini pennañ anezho, e-kichen ar pikardeg er c'hornaoueg, al luksembourgeg er gevred...

Emañ Parlamant ha gouarnamant Rannvro Wallonia e Namur. Renet eo ar gouarnamant-se, abaoe miz Gouere 2007, gant Rudy Demotte.

Galloudoù ar Rannvro zo displeget e bonreizh Belgia. Plediñ a ra Rannvro Wallonia gant aozañ an tiriad, an endro, gwarez an natur, al lojeiz, an dour, an energiezh hag an implij.

Proviñsoù Rannvro Wallonia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Proviñsoù Wallonia


  1. Brabant Wallonia
  2. Hainaut
  3. Liège
  4. Luksembourg
  5. Namur


Kêrioù: La Louvière, Mons, Liège, Charleroi, Namur

Poblañs: 3 380 000 (2004)