Mont d’an endalc’had

Luksembourgeg

Eus Wikipedia
Luksembourgeg
(Lëtzebuergesch)
Perzhioù
Komzet e : Luksembourg, Alamagn, Frañs, Belgia
Rannved : Europa
Komzet gant : 300 000
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù indezeuropek

 Yezhoù germanek
  Yezhoù germanek ar c'hornôg
   Yezhoù alamanek uhel
    Kreiz
     Kornôg-c'hreiz
      Luksembourgeg

Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Luksembourg
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 lb
ISO 639-2 ltz
ISO 639-3
Kod SIL LTZ
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ur yezh c'hermanek eus skourr yezhoù germanek ar c'hornôg eo al luksembourgeg (luksembourgeg: Lëtzebuergesch) komzet gant tro-dro da 300 000 den e Luksembourg dreist-holl ma oa bet lakaet da genyezh ofisiel gant ar galleg hag an alamaneg e 1984.

Komzet e vez ivez e takadoù zo eus Belgia, Frañs hag Alamagn, hag ivez gant un nebeud ezvroidi eus Luksembourg o chom er Stadoù Unanet hag e Treuzsilvania e Roumania.

Daoust ha ma vez renket en hevelep skourr hag an alamaneg ez eo bet levezonet-don gant ar galleg, dreist-holl ar c'heriaoueg.

Implijet e vez an alamaneg evel yezh skrid hag evit kelenn er skolioù, met implijet e vez al luksembourgeg evel yezh dre gomz gant an darn vrasañ eus an dud. Diouzh an tu all, avat, ez eo ar galleg ar yezh a vez implijet er velestradurezh.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]