Georges de La Tour

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Gnome-applications-graphics.svg
Georges de La Tour
LA TOUR, Georges de - Saint Jerome Reading (1621-23).jpg
Saint Jérôme lisant une lettre, 1621-1623
(Dezverket da Francisco de Zurbarán dre fazi)
Eoul war lien • 62,2 x 55 cmHampton Court Palace

Badeziant 14 a viz Meurzh 1490
Vic-sur-Seille
Flag of Lorraine.svg Dugelezh Loren
Marv 30 a viz Genver 1652
Lunéville
Flag of Lorraine.svg Dugelezh Loren
Perzhioù
Micher Livour
Levezon Caravaggio (~1571-1610)
Luskadoù Klaselezh
Barokelezh
Oberennoù pennañ
  • La Diseuse de bonne aventure (~1630)
  • Le Tricheur à l'as de carreau (1636-1638)
  • Saint Joseph charpentier (1638-1645)
  • La Madeleine à la veilleuse (1642-1644)

Georges de La Tour (bet badezet d'ar 14 a viz Meurzh 1593 e Vic-sur-Seille, marvet d'an 30 a viz Genver 1652 e Lunéville) a oa ul livour eus Dugelezh Loren er XVIIvet kantved.
Ankouaet e voe buan-tre. Da arzourien norzheuropat all e veze dezverket e oberennoù, ha da livourien spagnat evel José de Ribera (1591-1652), Francisco de Zurbarán (1598-1664) pe Diego Velázquez (1599-1660), betek ma voe "dizoloet" e 1915 gant an Alaman Hermann Voss, a oa un istorour war an arzoù – war kein an daolenn Saint Jérôme lisant une lettre, da skouer, ez eus un enskrivadur hen,  Zurbarán , a voe an abeg m'en em gavas an oberenn e mirdi ar Prado e Madrid.
En ur ober ur c'hantved e tremenas Georges de La Tour eus ul livour dianav-krenn da unan eus ar re vrudetañ en istor al livouriezh e Bro-C'hall, par da Cézanne, Monet pe Renoir. Un daou-ugent oberenn bennak gant Georges de La Tour zo bet anavezet ha dasparzhet etre mirdioù meur e Madrid, Paris, New York, Los Angeles, e mirdioù gall (Nancy, Épinal) hag e Breizh (Naoned, Roazhon).
Den ne oar na pelec'h na gant piv e voe stummet, nag hag-eñ e tremenas amzer en Italia, evel ma ranke ober forzh pe arzour en amzer-se. Koulskoude e verzer aes e voe levezonet gant Caravaggio, koulz e deouezad [1] gwirheñvel e dudennoù hag en doare ma implije ar gouloù. Evel al livour gall Trophime Bigot (1579-1650) e c'hoarie Georges de La Tour gant an deñvalijenn hag ar sklêrijenn, oc'h implijout gouloù ur gantol en e daolennoù. E-lec'h lakaat sklêrijenn an deiz da zont eus an diavaez, evel ma veze graet a-raok, e felle dezhañ implijout ur "sklêrijenn diabarzh", hag a-wechoù ez eas betek kuzhat pe zamguzhat ar gantol.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez skrid e vadeziant e oa al livour mab da Jean de la Tour, pober, ha da Sibylle de Crospaux, merc'h d'ur pober all. An eil bugel e voe Georges, a-douez seizh krouadur an tiegezh.
Ne ouzer netra diwar-benn e gammedoù kentañ el livouriezh. Marteze en devoa kejet e 1616 ouzh arzourien eus skol Caravaggio Utrecht, hini Hendrick ter Brugghen (1588-1629), Gerard van Honthorst (1590-1656) ha Dirck van Baburen (~1595-1624). Hep mar ivez en devoa gwelet labourioù Jean Le Clerc (1586-1633), a oa levezonet gant Caravaggio, ha Jacques Bellange (~1575-1616), eus Nancy o-daou.

Dimezet e voe d'an 2 a viz Gouere 1617 gant Diane Le Nerf, un uheliadez eus Lunéville m'en em stalias ar c'houblad. Dindan ren an dug Henri II de Lorraine (1563-1624), a estlamme dirak oberennoù Caravaggio, e krogas al livour gant e resped dibar. E 1619 e voe staliet al livour e kastell an dug e Lunéville. Bloaz war-lerc'h e c'hrataas an dug dezhañ frankizoù ur brientin, ha buan e teuas da vezañ unan eus pinvidien kêr. Livañ a reas evit bourc'hizien ha uhelidi Loren, hogen biskoazh ne voe livour ofisiel an dug rak gant Claude Deruet (1588-1660) e chomas ar garg.

War-lerc'h marv an dug e 1624 e renas e vab Charles IV, hag e 1633 e c'houzañvas an dugelezh distrujoù ar Brezel Tregont Vloaz (1618-1648). E deroù ar bloavezh 1638 e voe tangwallet Lunéville, ha La Tour da dec'hel betek Nancy.[2] Alese ez eas da Baris e 1639, ma voe lojet el Louvre ha gopret gant ar roue Louis XIII, a berc'henne an daolenn Saint Sébastien soigné par Irène, diwar zorn Georges de La Tour end-eeun.
Peogwir e oa chomet e vadoù hag e frankizoù e Lunéville e tistroas di goude ma voe bet adsavet e annez, e 1641. Berzh a reas a-nevez gant e livadurioù.

D'ar 15 a viz Genver 1652 e varvas gwreg Georges de La Tour diwar grezennfo, ha diwar an hevelep kleñved ez eas an arzour d'an Anaon pemzektez diwezhatoc'h.

Dasorc'hidigezh un arzour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Saint Joseph charpentier
Mirdi al Louvre, Pariz, eoullivadur war lien • 137 x 102 cm

Petra bennak ma voe brudet-kenañ Georges de La Tour en e vev, buan e voe ankouaet koulz al livour hag e oberennoù a-c'houde e varv.
Stlabezet e voe holl oberennoù an arzour, dezverket ma voent da livourien all eus Italia, Spagn pe an Izelvroioù. Lod eus e daolennoù zo bet dezverket d'al livour gall Quentin de La Tour (1704-1788), daoust dezhañ bezañ bevet ur c'hantved diwezhatoc'h ha livañ en un doare disheñvel-mik diouzh hini ar mestr lorenat.
Ne chom roud ebet eus e vadoù, e di zoken zo aet da get.

E 1915 e voe anavet a-nevez, a-drugarez da Hermann Voss ha da zoare dibar Georges de La Tour da lakaat sklêrijenn o tont eus diabarzh e daolennoù. A-c'houde labourioù H. Voss ez eus bet graet un toullad studiadennoù, a roas tro da desteniekaat ur c'hant taolenn bennak ; war-dro 40 anezho zo deuet betek ennomp, ha diwar ken nebeut ag oberennoù ez eo bet lakaet Georges de La Tour e-touez gwellañ livourien c'hall e amzer – hag eñ lorenat, koulskoude.

Ur stil dibar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anat eo levezon Caravaggio war taolennoù koshañ Georges de La Tour ; kent 1640 int bet livet - hep mar, petra bennak ma ne vez ket deiziadet an taolennoù, alese dispisder kronologiezh e resped – pa gaver enno dodennoù a zo bet poblekaet gant arzourien flandrezat ar mare : tud eus ar werin (La Diseuse de bonne aventure) ha torfedoù pemdeziek (Le Tricheur à l'as de trèfle ; La Rixe des musiciens).

Brudet eo al livour evit an amsked a lakae en e daolennoù, ha pa vijent relijiel. Daoust da deñvalijenn sklêrijennet an oberennoù, ne gaver gwech ebet dramaegezh enno, na c'hoarivaelezh, na meurdez ebet.
Dibar eo e zoare evit gwir, pa chom bepred a-vaez da zoare teñvalour heulierien italian Caravaggio pe al livour spagnat José de Ribera.
Stummoù eeunaet, tresoù spis, nebeut a livioù – gell, gwenn ha ruz peurliesañ, hep o lakaat e-kichen livioù taeroc'h – a ya d'ober stil personel Georges de La Tour.

Palier[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Recycle002.svg
Ezhomm zo da vrezhonekaat ar pennad-mañ : treiñ an traoù manet en ur yezh all, pe lakaat en doare-skrivañ peurunvan ha netra ken, pe ober gant gerioù brezhonekoc'h ivez ouzhpenn.

Setu amañ un nebeud skouerioù eus arz ar mestr-livour lorenat.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Breizh Breizh
Alamagn Alamagn
Bro-C'hall Bro-C'hall
Banniel Kanada Kanada
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Banniel Spagn Spagn
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Banniel Sveden Sveden
Banniel Ukraina Ukraina

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (br) (fr) (en) Preder, Dictionnaire des médias] ; (br) (fr) Geriadur Ménard, p. 1132-a.
  2. (fr) Jacques Thuillier, Georges de La Tour, Flammarion, 2013, p. 107 (ISBN 978-2-0812-8608-5)
  3. Bet livet e deroù ar bloavezhioù 1630 ha deverket da Georges de La Tour.
  4. Bet livet war-dro 1649. Un daolenn zo e mirdi al Louvre e Paris, unan all zo er Gemäldegalerie e Berlin.

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.