Jud (abostol)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Sant Jud Tade, gant Georges de La Tour.

Jud a oa unan eus daouzek abostol Jezuz, hervez an Testamant Nevez.

Setu ar pezh a lenner diwar e benn e Troidigezh an Testamant Nevez dindan renerezh Maodez Glanndour : "Kavout a reomp ano Jud[1][2] pe kentoc'h Youda[3] e-touez an Daouzek Abostol : anvet e vez c'hoazh Thadde[4][5] (=va dudi) e Mazhev 10,3 ha Mark 3, 18, evit e ziforc'hañ diouzh Youda Iskariot a reomp Judas anezhañ (sel. ouzh Yann 14,22). En em ziskouez a r evel breur (kenderv ?) Jakez , mab Alfe."

Dizemglev a zo etre an hengounioù kristen a-zivout e bivelezh. Breur pe mab Jakez ? Pe Jakez ? Jakez an abostol pe Jakez eskob Jeruzalem, kar da Jezuz ?

Hervez an hengoun, goude bezañ prezeget e Palestina ez eas d'ar "broioù Arab" (e bro an Nabateiz moarvat, e Siria, e Mezopotamia hag e rouantelezh Armenia.

En ilizoù reterel zo e vez anvet Addai. Liammet e vez a-wechoù gant Simon ar Gredek a vije en emgavet gantañ e Mezopotamia goude bezañ bet o prezeg en ul lodenn eus Etiopia.

Gwelet e vez gant hengoun Armenia evel unan eus diazezourien an iliz armeniat gant Bartolome ken abred a 43.

Dizemglev a zo ivez war lec'h e verzherinti. Evit lod e vefe bet merzheriet e Beirout e proviñs roman Siria, evit re all e norzh Mezopotamia , e Persia. Resisoc'h eo ar mammennoù armeniat a laver e vefe bet merzheriet Tade e kêr Maku a oa e rouantelezh Armenia ar mare (norzh bro Iran bremañ). Nemet e vefe bet eus un Tade all ?

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Kavout a reer ar stumm "Jud, breur Jakez" e Lukaz 6, 16 nemetken
  2. Anvet eo "Judas, breur Jakes" e troidigezh ar Bibl gant Gwilh ar C'hoad, 1897, p 889
  3. Kavout a reer ar stumm "Youda mab Jakez" en Oberoù 1,13, p 282 troidigezh an Testamant nevez didan renereezh Maodez Glanndour, Al Liamm 1971
  4. Skrivet Tade, p 27, troidigezh ar Pevar Aviel, Al Liamm, 1969 ha Tadde , p 91
  5. Anvet eo "Lebbe, lezhanvet Tadde" e troidigezh Gwilh ar C'hoad, 1897, p 840