Kaozeal:Georges de La Tour

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Divrezhonekaat : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Georges_de_La_Tour&type=revision&diff=1697544&oldid=1697361 Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Ebr 2016 da 09:53 (UTC)[respont]

Lamet em eus ar patrom "brezhonekaat" peogwir n'eus ket ezhomm anezhañ goude labour an implijer Po'low. Ne gomprenan ket abeg al labour-se, rak kalz titloù oberennoù arzel arall evel kanaouennoù, levrioù, filmoù, etc zo chomet en o yezh orin. Petra eo ar reolenn er Wikipedia brezhonek ?

  1. Treiñ pep titl e brezhoneg ? Ne vez ket graet ; kalz pennadoù diwar-benn sonerien Kuba a ziskouez titloù spagnolek.
  2. Treiñ ar galleg hepken ? Sot e vefe, rak kazi razh al lennerion a oar galleg evel-just ha siwazh.
  3. N'eus reolenn ebet ? Perak neuze dont da giañ evit kemmañ ur pennad a zouje da ditloù orin an taolennoù ? --90.32.241.98 20 Mae 2016 da 17:47 (UTC)[respont]
Ali personel dedennus. Betek-hen e veze troet an oberennoù arzel. N'eus nemet aozañ ur votadeg ma fell dit ober ar c'hontrol. Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Eos 2017 da 21:30 (UTC)[respont]

Displegadenn[kemmañ ar vammenn]

  1. Lamet em eus an notennoù war muzulioù an taolennoù : talvoudus er pennadoù db an taolennoù, diezhomm en ur pennad db an oberour.
  2. Adlakaet em eus troidigezh an oberennoù (a oa bet graet gant Polow a-raok) evel ma vez graet peurvuiañ (ne vez ket graet bep taol) a oa bet taolet d'ar blotoù enep ar skiant vat ha boazioù ar wikipedia.

Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Eos 2017 da 12:38 (UTC)[respont]