Bacchus (Caravaggio)

Bacchus (pe Bacco, hervez an anv italianek) zo un daolenn livet gant al livour italian Caravaggio war-dro 1596, war-ziskouez en Uffizi e Firenze.
Gwelout a reer ur Bacchus yaouank-flamm, gant rezin ha delioù gwini war e benn, e viz o c'hoari gant kordenn zu e sae wenn joget. Ur pladad frouezh zo dirazañ war un daol vaen hag ur garafennad gwin ruz. En e zorn kleiz emañ o terc'hel ur c'hobedad win hag e seblant pediñ an arvester da zont d'evañ gantañ.
Hervez tud zo e vije bet Caravaggio o labourat gant ur melezour, abalamour m'emañ ar c'hrennard o terc'hel e vanne en e zorn kleiz[1].
Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]