Judit ha Holofern (arz)

Judit gant penn Holofern zo anv meur a daolenn, oberennoù eus mare an Azginivelezh italian dreist-holl, a zo bet awenet gant ur vojenn eus an Testamant Kozh.
Ar vojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gwelout ar pennad Judit ha Holofern.
An taolennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Judit o lazhañ Holofern[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Livadurioù Caravaggio[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Caravaggio (1571-1610) an hini kentañ en deus kredet livañ ar muntr. Evezh a daoler ouzh genoù heuget Judit, intañvez yaouank, ha tres drouk he matezh, ur wrac'h roufennet ha dizant anezhi.
Un daolenn all zo bet dizoloet e Toloza hag a vije diwar zorn Caravaggio[1],[2]
Livadurioù Artemisia Gentileschi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Judit o tibennañ Holofern, gant Artemisia Gentileschi (1612-21), zo div daolenn damheñvel gant al livourez italian. Souezhet e veze meur a zen pa wele e oa deuet ur plac'h a-benn da livañ un darvoud ken kriz. Hervez an arzvarnourien e c'haller gwelet konnar an arzourez ouzh ar gwaz en devoa he gwallet. Levezonet-kaer e oa-hi gant doare-livañ Caravaggio.
- An eil zo war ziskouez er Galleria degli Uffizi, e Firenze.
- Eben, ma weler muioc'h a wad war ar gwele, zo war ziskouez e Capo di Monte. Disheñvel eo an dilhad hag ar sklêrijenn ivez.
Judit o tougen penn Holofern[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Taolennoù Sandro Botticelli[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Teir zaolenn awenet gant ar vojenn zo bet livet gant Sandro Botticelli.
- Il ritorno di Giuditta a Betulia (Distro Judit da Vetulia), 1470, Galleria degli Uffizi, Firenze
- Dizoloadur muntr Holofern, war-dro 1472, Galleria degli Uffizi, Firenze
- Judith o kuitaat teltenn Holofern, 1495-1500, Rijksmuseum, Amsterdam
★Gwelout : Judit (Botticelli).
Taolennoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mar deo ral gwelout Judit o lazhañ e weler anezhi aliesoc'h o tougen penn ar jeneral enebour, pa ne lez ket he matezh da zougen anezhañ. Alies ivez e vez ur c'hleze ganti.
XVvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Andrea Mantegna (1431-1506), Judit ha Holofern, 1495, National Gallery of Art, Washington.
XVIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E taolenn Giorgione, Judit, 1502, Mirdi ar Peniti, e Sankt Peterbourg e Rusia, e weler Judit o lakaat he zroad war benn Holofern.
- Gant Michelangelo ivez eo bet livet mojenn Judit ha Holofern ouzh lein ar Chapel sikstinat er Vatikan e 1509.
- Gant Vincenzo Catena, e 1520.
- Lucas Cranach an Henañ en deus graet teir zaolenn, war-dro 1530, ma weler Judit o terc'hel ur c'hleze e-kichen penn Holofern.
★Gwelout : Judit (Cranach).
- E 1554, e taolenn Giorgio Vasari, emañ an harozez o sevel he c'hleze a-us da benn Holofern.
- Jan Massijs, war-dro 1570.
- Tizian, Judit, 1565, (112 x 96 cm), Detroit Institute of Art.
- Paolo Veronese, Judit ha Holofern, 1580 ; emañ al livadur e Kunsthistorisches Museum Vienna.
- Fede Galizia (1578-1630) ; taolenn eus 1596 ; dremm an arzourez e vije hini Judit.
★Gant Ambrosius Benson.
Judit ha Holofern (munudig), murlivadur gant Michelangelo er Chapel sikstinat er Vatikan (1509).
Judit gant penn Holofern, livet gant Lucas Cranach an Henañ, war-dro 1530.
Judit ha Holofern, gant Paolo Veronese.
Judit gant penn Holofern, livet gant Fede Galizia, 1596.
XVIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Meur a wech e voe livet istor Judit er c'hantved-se ivez.
Lavinia Fontana[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Div daolenn zo anavezet gant Lavinia Fontana
Artemisia Gentileschi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Teir zaolenn zo gant Artemisia Gentileschi: div damheñvel, meneget uheloc'h, ma weler Judit da vat o tibennañ an ofiser, hag unan all ma he gweler o tougen ar penn en ur baner. thumb|upright 1.2|Judit hag he matezh , livet gant Artemisia Gentileschi, 1612-1613
Simon Vouet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Div daolenn zo anavezet gant Simon Vouet (1590-1649).
- Unan teñval al livioù anezhi, glas ha du dreist-holl, a weler en Alte Pinakothek, e München, e Bavaria.
- Unan sklaeroc'h, ruz ha melen kentoc'h, a zo e Kunsthistorisches Museum Vienna, en Aostria
Livourien arall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

- Giuseppe Cesari, Judit gant penn Holofern, 1605-10, Berkeley Art Museum, Skol-veur Kalifornia.
- Giovanni Baglione, Judit gant penn Holofern, 1608, Galleria Borghese, Roma.
- Carlo Saraceni e 1615.
- Pieter Pauwel Rubens, Judit gant penn Holofern, war-dro 1616, Mirdi Herzog Ulrich Anton, Braunschweig.
- Orazio Gentileschi, taolenn eus 1621-24, hiziv e Hartford, Connecticut, SUA.
- Valentin de Boulogne, Judit ha Holofern, war-dro 1626, National Museum of Fine Arts, La Vallette.
- Cristofano Allori (1577-1621), e 1613: emañ serc'h an arzour o terc'hel e benn war-bouez e vlev. Buhez an arzour gwelet gantañ? Div daolenn zo: unan e-kichen Londrez (Royal Collection, Windsor), unan all e Firenze, er Palez Pitti. *Guercino (1591-1666)
- Francesco Furini (1603-1646), Judit ha Holofern, 1636, Galleria Nazionale d'Arte Antica, Roma.
- Elisabetta Sirani (1638-1665).
Gant Adam Elsheimer, entre 1601 ha 1603.
Taolenn Giovanni Baglione, 1608
Gant Cristofano Allori, 1613
Gant Antiveduto Grammatica, war-dro 1620-1625.
Adlivet diwar un daolenn gant Pierre Paul Rubens, entre 1625 ha 1650.
Elisabetta Sirani, Judit gant penn Holofernes, 1658.
Gant Andrea Mantegna
Gant Giorgione
Gant Paolo Veronese
Gant Vincenzo Catena
Judit hag he matezh gant penn Holofern, livet gant Orazio Gentileschi
Gant Carlo Saraceni
XVIIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Div daolenn gant Luca Giordano.
- Judit o tiskouez penn Holofern, e mirdi Saint Louis, Missouri.
- Korf Holofern kavet en e deltenn.
Un daolenn gant Giulia Lama, Judit gant penn Holofern, war-dro 1730, Gallerie dell'Accademia, Venezia.
Judit o tiskouez penn Holofern, gant Luca Giordano.
Korf Holofern kavet en e deltenn, gant Luca Giordano.
XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Goya, war-dro 1819.
- Horace Vernet .
- August Riedel, e 1840.
- Un daolenn gant Emanoil Panaiteanu Bardasare, heñvel ouzh hini Riedel.
Taolenn Goya , 1819
Taolenn gant Horace Vernet
August Riedel, 1840
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

- Gustav Klimt en deus livet Judit gant penn Holofern ivez e 1901.
- Div daolenn zo gant Franz von Stuck.
- Judit, gant al livour gall Paul Albert Steck, 19??.
Franz von Stuck: Judit a-raok skeiñ.
Delwennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Donatello, Judit ha Holofern , 1455-60, Delwenn arem, Palazzo Vecchio, Firenze.
Mojenn dost[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tostaat a c'haller al livadurioù-se ouzh ar re ma weler pe o troc'hañ penn Yann ar Badezour pe o tiskouez e benn war ur plad war c'houlenn Salome, evel e taolennoù Caravaggio : gant an daou vuntr e oa bet awenet. Ouzhpenn da se ez eus un daolenn all gantañ ma weler David o tibennañ Goliat.
Gustav Klimt ivez en deus anvet e eil daolenn diwar-benn mojenn Judit : Judit II (Salome), o veskañ an div vojenn.
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]