Holofern

Eus Wikipedia
Judit gant penn Holofern, livet gant Fede Galizia, 1596.

Holofern (en hebreeg הולופרנס) a oa unan eus jeneraled Naboukadnesar II, roue an Asirianed hervez Levr Youdith er Bibl. Deskrivet eo evel penngadour Naboukadnesar (Yd. 2, 4). Pa oa o tagañ Rouantelezh Yehouda e lakas seziz dirak kêr Baituloua (Yd. 7, 1) hag e voe dibennet gant Youdith (Yd. 13, 6-10).

Kalz oberennoù arzel a ra dave da istor Judit ha Holofern.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]