Fede Galizia

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Fede Galizia (1578 - 1630) a oa ul livourez italian eus ar XVIIvet kantved, brudet he naturioù diflach.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Judit gant penn Holofern, livet gant Fede Galizia (1596). Dremm al livourez e vije hini Judit, a-hervez

Fede Gallizi, anavezet evel Galizia, a oa ganet e Milano en 1578. He zad, Nunzio Galizia, a oa livour taolennoùigoù, a oa deuet da Vilano eus Trento. Gantañ e teskas Fede (pe "feiz" e brezhoneg) arz al liverezh. Da zaouzek vloaz e oa brudet a-walc'h evel arzourez evit bout meneget gant Gian Paolo Lomazzo, ul livour hag arzvarnour hag a oa kamarad d'he zad hag a skrivas: "Emañ ar plac'h-mañ oc'h en em ouestlañ da zreveziñ ar pep gwellañ eus hon arz."[1]

Fede ne voe ket dimezet, met berzh a reas en he micher. E 1630 e varvas diwar ar vosenn a rae he reuz e Milano.

Doare-livañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pechez en en ur baner pri gwenn (1578-1630).
Avaloù en ul lestr, eoullivadur, 30x41cm - La Haya. Dastumad Vitale Bloch

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Gian Paolo Lomazzo, Idea del tempio della pittura, Milano 1590, p. 163, "dandosi all'imitation de i più eccellenti dell'arte nostra."

Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]